aet
aet
— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. » — « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »
Nann, ne deuimp ket a-benn eus hon taol, rak n’eus alc’houez ebet war an armel, ha droug a oa aet ennon.
Goude un abadennig, ar voereb a c’houlennas : — « Aet oc’h kuit ? Ne glevan mui ho mouezh. » — « Amañ emaomp, » emezo o-daou.
Kredet en dije unan e oa aet sot an dud, e Lotei, hag o doa aon chom er gêr.
...Evel-se e tlee bezañ Adam, e Baradoz an Douar, aet e youl digantañ, pa voe kinniget dezhañ gant Eva an Aval berz...
E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan.
N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.
Un dro bennak, kerse 'vo marteze gant beleien ha leanezed 'zo, met re ziwezhat eo prennañ ar marchosi goude ma 'z eo aet hoc'h inkane gant al laer.
Tremen a rae Lom evit ur gwaz ken sioul, ken douget d'ar pedennoù hag ul leanez pilpave, met "rodeal", jilgammat war an daou du a rae ar paour kaezh, krennoc'h eget ur c'hornandon ha tort[-]daonet war ar marc'had ; hervez ma lavarer dre amañ, aet e oa e gof en e gein.
Ha pa zegouezhas da hemañ, en derc'hent ar brezel diwezhañ - Pax omnibus ! - tarzhañ un dro bennak beure-mat e lenn Toulon, ha biskoazh den ne ouias na da biv na dra [sic, da] betra tamall ar gwalleur, e lenned er c'helaouennoù : Aet eo ar Frankiz da get !...
Evit krennañ berr, ne voe ket roet e Brest nemeur amzer da Charlez Tremel ha da Janed Brenchereau d’en em dommañ an eil ouzh egile, met n’eus forzh, gwech ebet e-pad ar pevar ha daou-ugent vloaz aet e-biou – ul lajadig, kwita ? – n’am eus bet abeg da glemm diouzh an degouezh iskis a liammas da viken ur Breizhad hag ur « Rusianez » eus Rochefort-war-vor.
Deut e vije marteze ganeoc’h un dro bennak ! » Marteze, emezoc’h ?... Allas, buoc’h Marteze a zo aet pell ’zo gant ar bleiz, hag awalc’h [a-walc'h] e oa din gant va femp bloaz.
Aet e oa va zad da vale bro gant e vestr, ar mezeg, met den na netra n’en divije herzhet [herzet] ouzh Soaz Sapeur da chom ganin betek an termen diwezhañ.
Mots précédents
Mots suivants
aez