Gwezhiad bountañ.
Reiñ ur bountad da ub. : bountañ warnañ.
[1878] Mes ur soudard, kalon ker kriz hag an dir, a roas dezhañ ur bountad ker kreñv, m’hen taolas, dreist an treuzoù, war e benn er porzh, e-touez an teil.
Mes ur soudard, kalon ker kriz hag an dir, a roas dezhañ ur b[o]untad ker kreñv, m’en taolas, dreist an treuzoù, war e benn er porzh, e-touez an teil.
Mez eur zoudard, kaloun ker kriz hag an dir, a roaz d’ezhan eur buntad ker kren, m’hen taolaz, dreist ann treujou, var he benn er porz, e touez an teil.
1878
Référence :
EKG.II
p.77
Ac’hanta, den fall, beleg milliget, eme ar c’habiten o reiñ ur b[o]untad d’an aotrou Branelleg, setu-te dizoloet ! Bremañ e ranki rentañ kont eus da walloberoù.
Ac’hanta, den fall, belek milliget, eme ar c’habiten o rei eur buntad d’an Aoutrou Branellec, setu te dizoloet ! Breman e ranki renta kount euz da c’hoall-oberou.