Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Anv-gwan verb "bountañ". II. 1. Zo savet bountoù warnañ. Avaloù-douar bountet. 2. Zo deuet blaz pe c'hwezh ar c'hozh dezhañ. Kig bountet. & (impl. da ak.) C'hwezh ar bountet. Blaz ar bountet a veze gant an amanenn. HS. louedet.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.

1944
Référence : EURW.1 p35

Stag e veze ar bravig-se ouzh ar wern vras, hag ennañ e veze bountet ur pennad tortis war enaou hag a c'hlaouenne evel un tamm tont ; dindan e veze lakaet ur pentoniad dour, betegouzout emichañs ne grogje an tan e dir a pont, hag e-kichen e chome noz-deiz un den war-c'hed gant e fuzuilh hag e vaionetezenn : Service-Service, jugulaire-jugulaire, eme Yann vartolod.

1954
Référence : VAZA p.153

Setu eñ bountet dirak ar mikro hag an holl o tiskanañ asambles gantañ

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Dres el lec'h-se e oa ur mell savadur trist, ar stlez anezhañ bountet war valir er straed.

2012
Référence : DJHMH p11

Marteze ivez peogwir en deus bountet an Troika warnomp ur c'hur treutaat strizh ha kalz a dud n'o deus ket arc'hant a-walc'h evit mont da vale gant o c'harr.

2015
Référence : EHPEA p17

L'Office public de la langue bretonne