Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

A-grenn. Tevel mik. Lazhañ ub. mik. Koll a ra mik he fenn. Chom a reas a-sav mik war-greiz an hent. • Marv, mezv, foll, dall, kloz-mik. Kousket-mik eo ar babig. & Trl. kv. PEMDEZ Kousket-mik evel ur broc'h en e doull.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

foll-mik

1732
Référence : GReg pg fou (Fou à lier.)

kousket-mik e oan

1850
Référence : GON.II pg mîk

mik

1850
Référence : GON.II pg mîk

marv-mik eo

1850
Référence : GON.II pg mîk

mezv-mik e oant

1850
Référence : GON.II pg mîk

Hag ar bleiz da gregiñ, da sachañ endra c'hell, / Hag ar wareg o tizantell / Da stlepel ac'hano paotr ar bouzelloù ein / Toullgofet treuz-didreuz, marv-mik war e gein.

1867
Référence : MGK p99

N’oa ket evelato marv-mik.

1877
Référence : EKG.I. p.192

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.87

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Référence : SKET p.5-6

A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredoù kontammet diouto az kourvezo marv-mik e strad da vag.

1924
Référence : SKET.II p.45

Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houmañ a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil mallozh an aotrou Doue, d’an daoulamm-ruz etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet marv-mik, an deiz war-lerc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

bamet

1931
Référence : VALL pg béat

foll

1931
Référence : VALL pg archifou

kalm

1931
Référence : VALL pg bonace

A-boan m'am boa dibunet dek Ave Maria ma oan kousket-mik.

1944
Référence : EURW.1 p33

M'er c'hrede marv-mik endeo / Hogen dre c'hras Doue eo bev / Ha din e fell trugarekaat / Ar C'hrist evit ar burzhud mat / A roy d'un ene an eurvad / D'adkavout kaer hent ar Peurbad.

1960
Référence : PETO p81

Goût a ouzont oc'h, dre ledoued, / D'ar gozh Nasion mignon rik : / Un abeg, daoust d'ho plev louet, / D'ho kas da get, d'ho lazhañ mik.

1960
Référence : PETO p59

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Référence : PETO p39-40

Ned eo, hep mar, c'hoazh marv-mik, / Eus e c'hourlañchenn ' sav un hik.

1960
Référence : PETO p78

Ma kavomp degemer laouen peurvuiañ dre ma 'z eomp, e kavomp amañ un den sodet-mik.

1985
Référence : DGBD p88

ur gammed war-gil a reas an den kozh, souezhet-mik hag un tammig feuket.

2012
Référence : DJHMH p37

Siellet e oa ar golo endeo, pa'z on bet spontet-mik a-nevez.

2012
Référence : DJHMH p. 81

Evel m'hon eus bet tro da lâret c'hoazh e vez disrannet an enebourien gant ar stourm difeuls, pa c'hoarvez ar c'hontrol-mik gant ar feulster.

2015
Référence : DISENT p51

Emañ an hevelep kalm-mik o ren er gêr.

2015
Référence : EHPEA p18

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux