1. H.g.
Trouz graet gant an dour pa vez lusk ennañ.
Ne glev nemet bourbouilh an dour.
&
(impl. da anv unan)
A-wezhioù e klevemp ur bourbouilh en ur poull bennak.
HS. boubou.
2. Str.
Klogor graet gant pesked.
Ar bourbouilh a lavar e teu pesked war gorre an dour.
HS. bervenn.