(alies goude ar gerioù "ya" pe "nann")
[1732, 1850, 1867, 1878, 1929, 1931] Termen a dalvez da greñvaat ur respont ya pe nac'h.
Ya da !, emeve en ur zigrommañ. Nann da !, n'eus forzh. "Ne gredez ket ac'hanon ? " - "Eo da, krediñ a ran ac'hanout" "N'eo ket gwir ? - "Geo da". "Nann da". Ne rin ket da.
HS. avat.
Petra 'n dra-se, emezañ ? - Netra ! Ur gignadenn, diouzh ar c'holier am stag en deiz ouzh va chadenn. - Ho stag eme ar bleiz, neuze 'ta, ned it ket amañ, ahont, el lec'h ma peus ch'oant da vonet ? - Nann da ! N'eus forzh !
Petra 'nn dra-ze, me z-han? Netra ! - eur gignaden, dioc'h ar c'holier am stag enn deiz oc'h va chaden. - Ho stag eme ar bleiz, neuze 'ta ne d-it ket ama, a-hont, el leac'h m'ho peuz c'hoant da vonet ? - Nann da! N'euz forz!
1867
Référence :
MGK
p9
« Ma ve ho madelezh terriñ krenn va lizher / Ha kemeret ivez diganen an amzer, / M'ho trugarekafe ! » — « Ya da ! eme 'n Aotrou, / Terriñ ran ho lizher hep ober deoc'h mizoù, / Dre ma welan ervat eo bremañ pareet / Dioc'h kleñved tiekaat e daou vloaz[,] ho spered. »
» Ma ve ho madelez terri krenn va lizer / » Ha kemeret ive digan-en ann amzer, / » M'ho trugarekafe ! » — « Ia da ! eme 'nn Aotrou, / » Terri rann ho lizer hep ober d'hoc'h mizou, / » Dre ma welann ervad eo brema pareet / » Dioc'h klenved tiekaat e daou vloaz ho spered.
1867
Référence :
MGK
p94
— Ned an ket da, re but eo an avel aze ; ho krediñ a ran. — Ya, c’hwi 'lavar, put eo an avel. Skornet omp, ha koulskoude n’hor beus graet nemet redet, klask ha furchañ dre-holl abaoe m’omp savet amañ.
— Ne d’an ket da, re but eo an avel a-ze ; ho kredi a ran. — Ia, c’houi lavar, put eo an avel. Skournet omp, ha koulskoude n’hor beuz great nemed reded, klask ha furcha dre oll abaoue m’omp savet aman.
1878
Référence :
EKG.II
p.131
Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.
Sed an adjudant o tegouezout, tiz warnañ, am eus aon, ez eus eun dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli d'in-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus eur c'helou evidoc'h ganeñ-me, da vont d'an drevadennou [sic, trevadennou] ? - Ya da ! emeve en eur zigromma.