bourd
bourd
bourd
bourd
D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.
Ha me, kuit a glask tro hir da zibunañ hep dialaniñ hag ar buanañ m’hellen ar bourd-mañ, dibabet ganin a-c’houdevezh kel lies gwech [kellies gwech] ma c’hoarvezas d’unan bennak all goulenn diganin an hevelep tra : C’hwec’h plac’h gwerc’h gant c’hwec’h sac’h kerc’h war varc’h war erc’h hag ur bern menec’h war o lerc’h.
Emaon o klask gouzout atav hag-eñ ez eo ur bourd pe hag-eñ emañ "an tailhanter broadel" a-zevri gant ar pezh a skriv.
Mots précédents
Mots suivants
bourd