I. H.b.
1. [1732, 1927, 1931] Danvez blot, anezhañ blev loened prl. a implijer da leuniañ traoù zo (kadorioù, harnezoù).
HS. dibouboù.
2. GWECHALL. (db. an armoù-tan)
[1931] Danvez (stoub pe paper alies) chouket war-c'horre ar poultr evit e zerc'hel ha gwaskañ warnañ.
II. B.
[1927, 1931] Lodenn eus an harnez, leuniet gant an danvez-se, a c'hoari an dro da gerc'henn al loen-kezeg, a stager al lêrennoù outi.
Stardañ ar vourell war ar gouzoug.
&
Trl.
Me zo bet savet er vourell hag a oar petra 'dalvez labourat : stummet on bet diwar ober, hag e-se e ouzon mat petra eo labourat.
&
Lakaat ar vourell en e gerc'henn : stagañ gant al labour.
HS. bourlenn, gwakol, morgo.