diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !
Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant