Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. (dirak un ak. degaset gant ar gm. a., dirak ur rag. gour rener, dirak un ag. pe dirak ur v. displ. degaset gant ar rn. v. e) Termen a dalvez da zegas un estlammadenn. Hag ur souezh ! Ha c'hwi zo brokus ! Hag eürus eo an den-se ! Hag e oa kaer e welet ! Hag e soñjan ennoc'h ! 2. (dirak un anv hollek, lies pe stroll pe dirak pet) HAG A : troienn a dalvez da zegas un estlammadenn. Hag a amzer am eus kollet ! Hag a vugale hoc'h eus! Sell hag a vrini zo aze ! Hag a bet den o deus roet o buhez ! Hag a bet gwech ! Hag a bet hini ! 3. Tr. estl. HAG EVIT SE ! : petra a rafe an dra-se. HS. na. EVEZH. : graet e vez gant hag dirak ar gerioù a zeraou gant ur vogalenn pe gant un h na vez ket distaget.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

Imprimit-chwi ar goulioù, / Ma itron en hor c'halonoù, / Hag ar basion vras hag ar gloazioù / [ma vent] Dirak bepred hor speredoù.

1622
Référence : Do. p62

Hag a amzer a gollit !

1850
Référence : GON.II p.85, livre second, (Que de temps vous perdez ! )

Hag a diez a zo bet savet amañ abaoe !

1850
Référence : GON.II p.85, livre second, "Que de maisons on a bâties ici depuis ! "

hag a vugale hoc'h eus !

1850
Référence : GON.II pg ha, hag

Hag a loened hoc'h eus !

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, (Que de bêtes vous avez ! )

Hag a boan [a]m eus bet !

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, (Que de peine j'ai eue ! )

C'hwi a c'houie an tu, eme an dud, "Da gaout aour e-touez al ludu ?" Hag a bezhioùigoù aour melen hag a bezhioùigoù aour flamm, ho pize kavet enno !

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

« Hag a herr zo warnoc'h, Ankoù ken didruez ! »

1867
Référence : MGK p101

hag a bet o deus naon

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (que de gens ont faim)

hag a bet hini o deus naon

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (que de gens ont faim)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux