M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.
M. Petra à dleomp-ny da crediff ves an Ilis Catholic? D. 1. Ez eo vnan, da lauaret eo, nen d-eux nemet vn Ilis guirion hep muy quen. 2. Ha penos en maes ànezy nen d-eux quet a saluation. 3. Ha peheny so gouarnet gand an Spered Santel, ha rac se ne guel quet faziaff.
1622
Référence :
Do.
p16
M. Petra eo 'n oferenn ? D. Ur memoar hag ur reprezantasion eus ar marv ha'n Pasion hor Salver binniget Jezuz Krist hag ouzhpenn kement-se, ur sakrifis pe en hini en em ofr e-unan evit salvasion d'ar re vev ha d'ar re varv ha rak-se e tleomp asistañ enni gant ur reverañs ha devosion bras.
M. Petra eo'n Offeren? D. Vn memoar hac vn representation ves an maru ha-n Passion hon Saluer biniguet Iesus Christ, hac ouz pen quement se vn sacrificc pe en heny en em offr é hunan euit saluation da-n re beu ha da-n re maro, ha rac se ez dleomp assistaff enny gand vn reuerancc ha deuotion bras.