M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.
M. Leveret ar re [an euvroù a drugarez] spirituel? [D.] Kelenn ar re ignorant, / Korrijañ ar re a fazi, / Reiñ kuzul mat d'ar re o deus ezhomm, / Koñsoliñ ar re dezolet, / Dougen patiamant an injurioù, / Pardoniñ an ofañsoù, / Pidiñ evit ar re vev hag ar re varv, hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ.
Mots précédents
Mots suivants
igoret