Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an traoù) 1. Dudius. Ul lec'h bourrus. Bourrus eo tremen e-biou ur park falc'het a-nevez. 2. A zegas plijadur. Chervadoù bourrus. 3. Trl. Ober bourrus da ub. : ober un degemer brav dezhañ. & Ober bourrus : kemer plijadur. Ober bourrus ha c'hoarzhin. Grit bourrus ganin, rak kavet eo an dañvadenn am boa kollet. ES. divourrus. II. (db. an dud) A gaver brav bezañ en e ser. Bez' eo un den bourrus. HS. plijus, plijadurus.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

bourrus

1927
Référence : GERI.Ern pg bourra

Ya, na pegen bourrus e oant da welout, al listri uhelvourzhek-se gant o gwernioù uhel ha garidaouek, liesskourrek ha liessugellek, o sentiñ evel pa vefent bev (e gwirionez, buhez a yoa enno) ouzh geriou gourc'hemenniñ un den hepken, penn meur ar skouadrenn, hag o riklañ war an dour glas ker flour ha meuriadoù elerc'h war ul lenn ec'hon, distrafuilh ha dielestr.

1929
Référence : SVBV p.15

O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...

1929
Référence : SVBV p.18

bourrus

1931
Référence : VALL pg agréable, amusant

E-keñver gouelec'hiad an tachennoù rouz dizour ha dic'heot, pe ar pantennoù meinek, dalc'hmat o kinnig disac'hañ, a oa da dreuzañ da vont di, San-Miguel, hag eñ freuzh-difreuzh [sic, freuz-difreuz], a oa anezhañ ur wir c'hlasenezenn, bourrus bevañ enni.

1949
Référence : SIZH p.52

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux