M. Petra a dle ur gwir gristen da ober bemdez pan sav [ag] e wele ? D. 1. Dleout a ra [en] em lakaat d'an daoulin devotamant, ouzh harz e wele, hag eno rentañ grasoù da Zoue eus a gement mad en deves resevet digantañ.
M. Petra à dle vn guir Christen da ober bemdez pan seu é guele ? D. 1. Dleout a gra em laquat da-n daou glin deuotamant, ouz hars é guele, hac eno rentaff graçou da Doue ves à quement mat en deues receuet digantaff.
1622
Référence :
Do.
p50
En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.
E-n trede, [eo ret,] goude bezaff en em læquet da-n daou glin dirac an Confesser ha lauaret Confiteor bede mea culpa, confes tout é oll pechedaou hep lesell nigun gand é couff mat, ha goude se ober deuotamant an pinigen peheny à vezo ordrenet gand an confessour.
1622
Référence :
Do.
p42
D'an trede, goude bezañ en em laket d'an daoulin dirak ar c'hofesour, ha lavaret ar c'honfiteor bete mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù, hep lezel nikun a-ratozh-mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn a vezo bet ordrenet deoc'h.
D'an trede, goude beza en em laquet d'an daoulin dirac ar C'hofesour, ha lavaret ar C'honfiteor bete Meâ culpâ, coffés tout e oll bec'hedou, hep lesel nicun à ratos mat, ha / goudese ober devotamant ar pinigen à vezo bet ordrenet deoc'h.
1677
Référence :
Do.
p43
[M.] Petra a dle ur gwir gristen da ober diouzh ar mintin pa sav ? D. Dleout a ra en em lakaat d'an daoulin devotamant e-kichen e wele dirak un imaj bennak, hag eno da gentañ rentañ grasoù da Zoue eus a gement tra en deus resevet digantañ.
[M.] Petra à dle ur guir Christen da ober dious ar mintin pa sao? D. Dleout à ra en em laquat d'an daoulin devotamant e quichen e vele dirac un Imaig benac, hac eno da guenta renta graçou da Zoué eus à guement tra endeus recevet diganta.