Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
18
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

(en e furmoù displeget) I. 1. (er yezh komzet dh. ; goude ur v.) [1622, 1732, 1850, 1927, 1985] Raganv gour renet dreklakaet. Klevet he doa anezho. Na selaouit ket anezhi. Me a wel ac'hanoc'h. Karout a ra anezhi. Dieubet en deus ac'hanomp. An den-mañ a laka ac'hanon da bennsodiñ. & Trl. Lavaret anezho distag : komz krenn-ha-krak. 2. (goude ur v. en e st. kad., en trede gour benel) [1659, 1927] Raganv gour nepreizh. Tomm, yen eo anezhi : tomm, yen eo an amzer. Divalav e oa an amzer, glav hag avel anezhi : ober a rae glav hag avel. Deiz (bras) eo anezhi : deuet eo an deiz (da vat). Noz – teñval, du, dall – (eo) anezhi. Sklaer, teñval (eo) anezhi. Abred, diwezhat (eo) anezhi. Kreisteiz, dek eur (eo) anezhi. An amzer n'eo ket tomm, miz Here anezhi koulskoude. & Trl. pemdez. [1927] Ober anezhi, c'hoari anezhi : kaout kalz a blijadur. C'hoari anezhi : kas e amzer oc'h ober nebeut-tre a labour. Kas anezhi : riotal. Klevet anezhi, pakañ anezhi gant ub. : bezañ gourdrouzet garv gantañ. Kaout anezhi da bakañ gant ub. : bezañ da vezañ gourdrouzet gantañ. Ruzañ anezhi : bevañ en dienez. & Trl. estl. pemdez. Te 'oar anezhi ! : gouzout a rez diouzh an traoù, dont a ra brav da gomzoù ganit. & Trl. estl. goap. Te 'oar anezhi ! : komzoù a zistager pa vez drailhet udb. gant ub., pa c'hwit ub. war taol pe daol. & Stn. (en trede gour benel, goude un ak. lies) Tud anezhi, c'hoarierien anezhi : tud, c'hoarierien a gas o amzer gant traoù plijus. 3. (goude ur v.) [1732, 1850, 1877, 1927] Raganv a dalvez da verkañ eus piv pe eus petra zo anv. Komz a reer ac'hanon. Ober am eus anezhañ. Deuet eo a-benn anezhañ [1877] A-raok an amzer ma komzan anezhi, a-raok an dispac’h [b]ras, pe an dispac’h kentañ [...]. & A-WECHOÙ, LENN. (dirak ar v.) [1867] Anezhi e rejont goap. Deuit da'm heul hag e vevot mat, ac'hanoc'h e vezo graet stad. Ac'hanon-me e tepant an ti-se. II. 1. (gt ur verb en e st. nac'h) Termen a dalvez da bouezañ war merk gour ar verb zo dirazañ. Ne glev netra anezhañ, anezhi ; ne glevont netra anezho. Ne rafent ket an dra-se anezho, koulskoude ! Ne gomze mui nemet brezhoneg anezhañ. Homañ n'eo ket tomm anezhi : n'eo ket tomm an amzer. 2. (gant ur v. er st. kad.) [1732] Termen a dalvez da bouezañ war merk gour ur verb pe war ur ger zo ereet ouzh ar verb-se. Bez' e oant tri anezho. Ar roue a oa re gozh anezhañ. an droug resevet a zalc'her pell soñj anezhañ. 3. Termen a dalvez da stagañ ur merk gour ouzh stumm "eus" ar verb bezañ. Naered amañ ? - ya, bez' ez eus anezho. III. (ereet dre ret ouzh ur ger kent, ur merk gour meneget el lavared pe ouzh ur ger bet distaget a-raok) 1. [1927] Termen a dalvez da c'heriañ ar bezout. Breizh zo anezhi he-unan. Ned eus ac'hanout ken ? Un den reuzeudik zo ac'hanout. An heol n'eus ket anezhañ, eme an dall. 2. (goude un ak., un niv. peg. degaset gant ur ger-mell, ar ger unan, un ak. er vokativ pe un ak. degaset gant un ag. estl.) [1867] Termen a dalvez da hevelebekaat ur furm displeget eus an araogenn ouzh ur ger kent. Ar marmouz zo anezhañ ! Paket eo bet, an diod anezhañ. N'ouzont ket mui petra ober ; an dud keizh anezho. Gwelet a reas ul labousig, un alc'hweder anezhañ. Chomet e oant berr ivez, tud kreñv anezho koulskoude. Ar pemp anezho a voe beuzet. Lakaet en doa e grabanoù war an tri anezho. Unan anezho a oa deuet. An tri all ac'hanomp : an tri all zo ganeomp. Den reuzeudik zo ac'hanoc'h. Gwashat gaouiad zo ac'hanout ! Pebezh plac'h a oa anezhi. [1949] Un duardez anezhi, gwenn un dudi, he dremm kigennet-flour[...] 3. (goude ur v. a dalvez da aroueziñ un ober, ur stad, pe gant bezañ, dirak an adverboù ma-unan, da-unan, h.a.) [1622, 1732] Drezañ e-unan, hep emell pe levezon udb. diavaez, dre e berzhioù e-unan hepken. Ne c'hallomp ket herzel ouzh hon enebourien ac'hanomp hon-unan. Ober, lavaret udb. anezhañ e-unan. Izelaat anezhañ e-unan. Ar wirionez zo kaer anezhi he-unan. Ha ni a c'hall ac'hanomp hon-unan mirout na c'hoarvezfe kement-se ? Hemañ en doa dispriz bras anezhañ e-unan. 4. [1931] (goude un ag. heuliet gant an droienn an tamm) En amzer-se e oan ur paotr yaouank faro an tamm ac'hanon. Bez' e oant koshoc'h egedon ha startoc'h an tamm anezho ivez. Hemañ zo rok an tamm anezhañ ivez. 5. (enebet ouzh un ak. a vez dirazañ prl.) [1622, 1732, 1931] Termen a dalvez d'ober dave d'udb. pe d'ur rann anezhañ, d'un elfenn pe d'ur perzh a denn d'udb. Ar c'hastell a weled mat ar mogerioù anezhañ. Rust e oa an dremm anezhañ. Eno ez eus ur feunteun hag an dour anezhi zo ul louzoù ouzh an derzhienn. Ur mell sac'had ed na ouiemp ket ar pouez anezhañ. Disoñjet en doa an anv anezhañ. An nor-se zo merglet an houarn anezhi. Diouer zo anezhañ. Hollret eo an deskadurezh, er-maez anezhi n'eus ket a sevenadur. & Trl. Ne'm eus ket gwelet al liv anezhañ abaoe pell : ne'm eus ket gwelet an den-se, an dra-se abaoe pell. 6. (goude un ak. pe ur rag. heuliet gant ur v.) [1732, 1927] Termen a dalvez da eren ur furm displeget eus an araogenn ouzh ur ger kent. Kavet e vo an den a glaske ar roue anezhañ. An tamm lien-mañ a vo trawalc'h anezhañ. Ar studierien zo kalz anezho amañ. An iliz ne chome mui nemet darnoù anezhi. N'eus ken nemet ar spes anezhi. Da neb a bren ar c'hoad eo paeañ evit an diskar anezhañ. Homañ zo ur plac'h anezhi : ur plac'h cheuc'h. Bagad kentañ Gwalarn a oa anezhañ R. Hemon, Y. Drezen, Abeozen. Metig, o vezañ studierez anezhi, a ouezas petra respont. Ar skrivagnerien ac'hanomp : ni, ar skrivagnerien. Al loened-se a weler anezho abred diouzh ar beure : o gwelet a reer abred diouzh ar beure. 7. (distag diouzh e genarroud kent) [1732] Termen a dalvez da zisplegañ ar pezh eo an dra-mañ-tra, d'ober anv eus an elfennoù a ya d'ober un draezenn, ur stroll. Gwelet hon eus "Alanig al Louarn", ur pezh-choari e daou arvest, anezhañ ur stumm adaozet eus ur pezh-c'hoari gallek. Ul lestraz, anezhañ kant bag, a oa degouezhet er pleg-mor. 8. (goude penaos) [1931] Termen a dalvez da c'houlenn ditour eus ub., da saludiñ ub. Hag ho tad, penaos anezhañ ? : penaos emañ ar bed gantañ ? Penaos ac'hanoc'h ? : penaos emañ ar bed ganeoc'h ? 9. (goude ar verboù lavaret pe ober) [1659, 1850] Termen a dalvez da sevel troiennoù a denn da envel ub., udb. Juluan a vez graet ac'hanon. Petra a lavarer anezhañ ? : penaos eo anvet ? 10. (en e furm. ls, goude ur ger peg., ur rag. evel hini, holl) [1622, 1850, 1877, 1927, 1931] Termen a dalvez da sevel troiennoù da resisaat an niver a dud a gomzer diwar o fenn. Ne oa hini ebet ac'hanomp. An holl anezho. Ur pok a roas da bep hini anezho. Pet zo anezho-i ? [1877] Penaos ober lizher, pa’z eo gwir ne ouzomp na skrivañ na lenn hini ac’hanomp hon-daou ? [1877] Hini anezho ned eas war-dro, den ne lakeas e zorn er sac’h, rak den n’en doa c’hoant da vont da soudard.

Exemples historiques : 
191
Masquer la liste des exemples

M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1622
Référence : Do. p16

Hon tadoù santel Pius pempet e anv ha Gregorius trizekvet, o deus pep hini anezhe roet kant vloaz ha kant daou-ugent deiz a induljansoù da gement a asisto en Katekismoù hag en Doktrin ar Gristenien, koñfirmet bet gant an Tad santel Klemañ eizhvet a anv

1622
Référence : Do. p.2

Deus da enoriñ un Doue, / Na doue ket an hanv anezhañ en ven. / Deus da viret an Suliaoù hag an goueliaoù. / Deus da enoriñ da dad ha da vamm. / Na vez ket muntrer. / Na vez ket pailhard, na vez ket laezr. / Na vez ket falstest. / Na dezir ket da hentez mui evidit da-hunan

1622
Référence : Do. p4

M. Na petra ouzhpenn ? D. [Me gred] Penaos dre e varv en deveus delivret ac'hanomp eus ar poanioù infernal hag akuizitet deomp ar vuhez eternel.

1622
Référence : Do. p14

Julien a reer ac'hanon

1659
Référence : LDJM.1 pg apeller

tomm eo anezhi

1659
Référence : LDJM.1 pg chaud

e-maez anezhi

1732
Référence : GReg pg (hors d') elle

mar karit ac'hanon kalz pe nebeut

1732
Référence : GReg pg affection

anezhi

1732
Référence : GReg pg (d') elle

er-maez anezhi

1732
Référence : GReg pg (hors d') elle

anezhi

1732
Référence : GReg pg (d') elle

ober am eus anezhañ hag anezhi

1732
Référence : GReg pg affaire

unan ac'hanoc'h, a dle va zraisañ, eme hon Salver d'e ebestel

1732
Référence : GReg pg (un d') entre (vous doit me trahir)

unan anezho, unan anezho-i, unan anezhe

1732
Référence : GReg pg (un d') entr' (eux, une d'entr'elles)

un daou-c'hant bennak a ioa ac'hanomp

1732
Référence : GReg pg (nous étions) environ (deux cens)

ur bugel he deus bet anezhañ

1732
Référence : GReg pg (elle a eu un enfant de son) fait

anezhi

1732
Référence : GReg pg (d') elle

anezhañ

1732
Référence : GReg pg abatage

anezho

1732
Référence : GReg pg (d') elles, (d') eux

anezhe

1732
Référence : GReg pg (d') elles, (d') eux

rust eo an dremm anezhañ

1732
Référence : GReg Rakskrid, air

hoz pezit truez ac'hanon

1732
Référence : GReg pg (ayez) compassion (de moi)

stad gouarnet gant ar re gentañ anezhañ [sic]

1732
Référence : GReg pg aristocratie

ar c'homzioù-mañ a sell ac'hanoc'h

1732
Référence : GReg pg adresser

ar garantez a zougan eil da egile anezho

1732
Référence : GReg pg affection

ar madoberioù resevet a ankounac'haer prest hag an droug resevet a zalc'her pell amzer soñj anezhi

1732
Référence : GReg pg airin

er-maez anezhi

1732
Référence : GReg pg (hors d') elle

ac'hanon-me e tepant an ti-se

1732
Référence : GReg pg appartenir

da neb a bren ar c'hoad eo paeañ an diskar anezhañ

1732
Référence : GReg pg abatage

anezhe

1732
Référence : GReg pg (d') elles, (d') eux

ne c'hallan ket dont a-benn anezhi

1732
Référence : GReg pg (je n'en puis venir à) bout

anezhe

1732
Référence : GReg pg (d') elles

disprizañs vras anezhañ e-unan

1732
Référence : GReg pg anénantissement

ne c'hallan ket dont a-benn anezhañ

1732
Référence : GReg pg (je n'en puis venir à) bout

da ober am eus anezhañ

1732
Référence : GReg pg (j'ai) besoin (de lui)

an den-mañ a laka ac'hanon da bennsodiñ

1732
Référence : GReg pg affolir

anezhañ, anezho, eñ, o

1732
Référence : GReg pg en (relatif de la personne, signifiant de lui, d'eux)

unan ac'hanomp

1732
Référence : GReg pg (un d') entre (nous)

izelaat anezhañ e-unan

1732
Référence : GReg pg s'affaisser

joaus e rentot anezhañ

1732
Référence : GReg pg aise

anezho

1850
Référence : GON.II pg ézô, ézhô

perak e faeit-hu anezhañ

1850
Référence : GON.II pg faéa

hi eo he deus flatret ac'hanomp

1850
Référence : GON.II pg flatra

komz a reer ac'hanon

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoun

Abafiñ a reot anezhañ.

1850
Référence : GON.II pg abafi (Vous l'étourdirez, vous le rendrez stupide).

ac'hanoc'h

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoc'h

ac'hanot

1850
Référence : GON.II pg ac'hanod

ac'hanomp

1850
Référence : GON.II pg ac'hanomp

ac'hanon

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoun

anezhañ

1850
Référence : GON.II pg anézhañ

anezhi

1850
Référence : GON.II pg anézhi, ézi, ézhi

anezho

1850
Référence : GON.II pg anézho

Kreisteiz eo anezhi.

1850
Référence : GON.II p.20, livre premier, "Il est midi".

N’em eus netra da lavarout anezhi.

1850
Référence : GON.II p.74, « Je n’ai rien à en (d’elle) dire ».

N’em eus mui a ezhomm anezhi.

1850
Référence : GON.II p.73, "Je n’en (d’elle) ai plus besoin".

Va c’hi a ziwallo anezhi.

1850
Référence : GON.II p.65

a vad e ra goap ac'hanoc'h

1850
Référence : GON.II.HV pg a-vâd

Diwezhat eo anezhi.

1850
Référence : GON.II p.20, livre premier, "Il est tard".

Noz eo anezhi.

1850
Référence : GON.II p.20, livre premier, (Il fait nuit).

anezhi

1850
Référence : GON.II.HV pg anézhi (pron. pers. Elle. La. D'elle_En Corn. et Trég., anéhi. H.V.)

ho kiniterv a kas anezhañ

1850
Référence : GON.II pg anézhañ

En em glemm a ra ac'hanoc'h.

1850
Référence : GON.II p.96, livre second, (Il se plaint de vous).

ho c'hoar a gar ac'hanon

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoun

Dec'h ho meulent , hiriv e lavaront droug ac'hanoc'h.

1850
Référence : GON.II p.79

Bez' e c'hortozomp ac'hanoc'h abaoe kreisteiz.

1850
Référence : GON.II p.80

Pehini ac'hanoc'h ho-taou ?

1850
Référence : GON.II p.71, "Qui de vous deux (en parlant à deux hommes) ?"

ac'hanoc'h

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoc'h (pron. pers. Vous. De vous).

petra a lavarer anezhañ ?

1850
Référence : GON.II pg anézhañ

Pell 'zo ec'h arvestan ac'hanoc'h.

1850
Référence : GON.II pg arvesti (Il y a longtemps que je vous observe).

Komz a reer ac'hanon.

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoun (On parle de moi).

Bez’ e kannin ho mab, mar gra goap ac’hanon.

1850
Référence : GON.II p.62, (Je battrais votre fils, s’il se moque de moi).

Piv a arc'heno ac'hanoc'h ?

1850
Référence : GON.II pg arc'henna (Qui est-ce qui vous chaussera ?)

Piv a arc'heno ac'hanoc'h ?

1850
Référence : GON.II pg arc'henna (Qui est-ce qui vous chaussera ?)

Pegement e likit ac'hanon da grenañ !

1850
Référence : GON.II p.84, livre second, (Que vous me faites trembler ! )

Ho tad en deus kelennet ac'hanon.

1850
Référence : GON.II p.65

Ho c'hoar a gar ac'hanon.

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoun (Votre soeur m'aime).

anezhañ

1850
Référence : GON.II pg ézañ, éza, ézhañ

anezhañ

1850
Référence : GON.II pg ézañ, éza, ézhañ

anezhañ

1850
Référence : GON.II pg ézañ, éza, ézhañ

anezhañ

1850
Référence : GON.II pg ézañ, éza, ézhañ

anezho

1850
Référence : GON.II pg ézô, ézhô

anezho

1850
Référence : GON.II pg ézô, ézhô

anezho

1850
Référence : GON.II pg ézô, ézhô

ac'hanon

1850
Référence : GON.II pg ac'hanoun (pron. pers. Moi. Me. De moi)

Deuit da'm heul hag e vevot mat, ac'hanoc'h e vezo graet stad.

1867
Référence : MGK p8

Houmañ a voe un abadenn / Gwelet anezho holl oc'h ober dezhañ 'l lez.

1867
Référence : MGK p63

Anezhi 'rejont goap; nemet re a beadra er parkeier ne oa. Deuet glas ar ganabeg, ar wennili ouiziek 'lavaras a-nevez d'al laboused disent, penn-skañv ha dievezh : tennit 'ta breunenn ha breunenn, ar pezh a sav war pep greunenn, pe ez afoc'h hep mar da goll, hep na chomo unan a gement ma'z oc'h holl.

1867
Référence : MGK p14

Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e hanv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid

1867
Référence : MGK Rakskrid V-VI

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Référence : EKG.I. p.34

— Ya, hag abalamour da se va zri mab ha me a oa war evezh ac’hanoc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.82

Daoust hag hennezh a ve al louzaouer skiantek en deus kement a vrud ? — Me 'gred eo hennezh e rank bezañ, rak dre zu-mañ n’eus ken hanv nemet anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.91

Ya, ya, bezit dinec’h ; gouiziek-meurbet eo ar skrivagner a gomzan deoc’h anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.93

Hag an Aotrou Yann, dre ar c’homzoù-mañ, a ouie e oa ezhomm anezhañ evit un dra bennak, evit marv pe evit badiziant, e parrez Pluzuned.

1877
Référence : EKG.I. p.93

— Na perak ne rit-hu ket a lizher pa’z eo gwir hoc’h eus c’hoant ho-taou da ober ? — Eno, just, eo emañ ar c’hoari. Penaos ober lizher, pa’z eo gwir ne ouzomp na skrivañ na lenn hini ac’hanomp hon-daou ? — Neuze eo ret klask ur skrivagner.

1877
Référence : EKG.I. p.92

O ! me 'ouie ervat, eme ar wreg, 'oac’h kristenien vat ha n’ho pije ket graet un intañvez ac’hanon, gant pevar minor war va divrec’h.

1877
Référence : EKG.I. p.114

Buan eus a-douez ar foenn, pe va bouc’hal a ya da ober tammoù skolpad ac’hanoc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.141-142

Kabiten ar soudarded a rannas e dud etre div lodenn : lakaat a reas kant anezho e pep hini eus an div waremm a zo a bep tu d’an hent en u[l] lavaret dezho : — Ar re a zo an tostañ da vourk Gwimilio a ranko lezer ar goueriaded da vont a-raok hep ober van ebet, ken na vezo o vont dirazo an diwezhañ eus ar vandenn.

1877
Référence : EKG.I. p.162

Ned’an ket da esa her c’hontañ deoc’h ac’hanon va-unan. Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h, person Lesneven hag he ferson, a yoa, d’ar mare-se, e Bro-Saoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an tec’h, dre an abeg n’en doa ket touet heuilh lezennoù dizoue ar republik : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.185

Kalz muioc’h a arc’hant a yoa en e di, me her goar mat ; goap en eus graet ac’hanomp, ha ni, d’hon tro, hon devije graet goap anezhañ e-pad ma vije bet o veuziñ el lenn-mañ.

1877
Référence : EKG.I. p.203

Ar republikaned a nac’ho an "arme noar" evit bezañ a-du ganto, — koulskoude e meur a lec’h ez eus c’hoarvezet traoù ker kriz hag e Konk. — Nac’h a zo aes, mes diskouez ne wrie ket war ar memes torchenn "ar re ruz" a gomzan anezho hag ar republikaned all, n'eo ket ken aes.

1877
Référence : EKG.I. p.204

Mes ne ouient ket petra e oa paotred Plabenneg. Hini anezho ned eas war-dro, den ne lakeas e zorn er sac’h, rak den n’en doa c’hoant da vont da soudard.

1877
Référence : EKG.I. p.262

Ma vije bet ezhomm eus a unan bennak anezho, n'eo ket soudarded an Tunk a vije bet karget eus ar gevridi-se.

1877
Référence : EKG.I. p.249

A-raok an amzer ma komzan anezhi, a-raok an dispac’h [b]ras, pe an dispac’h kentañ, mar kirit, ned’ae da soudard nemet an neb a gare.

1877
Référence : EKG.I. p.259

— Peseurt traoù ?... C’hoant hoc’h eus, a welan, da ober goap ac’hanomp-ni. Daoust ha n’edoc’h ket e Kergidu, e penn Gwineveziz ?

1878
Référence : EKG.II p.61-62

En em gavet eno, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras e oa gwelloc’h deomp dont en-dro gant aon na vije deuet, eus a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a yoa deuet eus a Lesneven, rak neuze e vije aes dezhañ ober an dro deomp, kelc’hañ ac’hanomp, trec’hiñ ac’hanomp hag hor lazhañ holl en un taol.

1878
Référence : EKG.II p.1

Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent, ha ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re all deuet d’o sikour.

1878
Référence : EKG.II p.4

Kerkent al lodenn vrasañ ac’hanomp a yeas gant tud Trelaouenan d’o ziez : d’an Aotrou de Kervalaneg ha d’ar re a yoa chomet gantañ, e voe digaset da zibriñ ha da evañ kement ha ma karient.

1878
Référence : EKG.II p.4-5

anezhoc'h

1904
Référence : DBFV pg. anehé (anehoh, de vous)

anezhañ

1904
Référence : DBFV pg. anehé (et quelquefois aneha, de moi)

toemm eo anezhi

1904
Référence : DBFV pg. anehé

ac'hanoc'h

1904
Référence : DBFV pg ahan (de vous)

ac'hanac'h

1904
Référence : DBFV pg ahan (de vous)

ac'hanat

1904
Référence : DBFV pg ahan ([quelquefois] de toi)

ac'hanas

1904
Référence : DBFV pg ahan (de toi)

ac'hanous

1904
Référence : DBFV pg ahan (de toi)

ac'hanan

1904
Référence : DBFV pg ahan (de moi)

ac'hanamp

1904
Référence : DBFV pg. 2. -amb (de nous)

ac'hanamp

1904
Référence : DBFV pg ahan (de nous)

ac'hanon

1904
Référence : DBFV pg ahan (de moi)

ac'hanomp

1904
Référence : DBFV pg ahan (de nous)

anezhe

1904
Référence : DBFV pg anehé (d'eux, d'elles)

anezhi

1904
Référence : DBFV pg anehé (anehi, d'elle)

anezhoñ

1904
Référence : DBFV pg. anehé (anehou, de lui)

anezhoñ

1904
Référence : DBFV pg. anehé (anehon, de lui

anezhous

1904
Référence : DBFV pg. anehé (anehous, de toi)

anezhemp

1904
Référence : DBFV pg. anehé (anehemp, de nous)

ac'hanot

1909
Référence : BROU p. 404

pa edon o tougen ac'hanot-te

1909
Référence : BROU p. 229

anezhañ

1909
Référence : BROU p202

Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zoujañ a-berzh an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezhi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro deomp, dezho da ziredek d’hor c’hentañ galv, m’hor bije ezhomm anezho ? Hag, a-hend-all, nac’h ouzh en tri estren o digemerout ha selaou ouzh o c’hefridi, ha na ve ket diskouez dezho e tiskredomp warno hag o feukañ dibenn-kaer ? »

1923
Référence : SKET p.102-103

Adaqi, mamm Bena, a oa anezhi ur gaer a vaouez, ha dezhi bout diwar gouenn ramzed an Noz.

1923
Référence : SKET p.41

An naetded a oa ar sked anezhi war bep tra : kêr hag arrebeuri, tud ha loened, dilhad ha korf. Ret-holl ha m’edo !

1923
Référence : SKET p.63

Dre gomz dereat e tisklêrias an henañ, Mandonios, ez oa deut, eñ hag e zaou vreur, dre m’o doa da emguzuliata gant ar gwerc’hezed sakr diwar-benn traoù a bouez ret o c’henverat didest-kaer ; ha bezañ diwezhat anezhi, e krede na nac’hjent ket o digemerout ; o-unan ha diarm e teuent, fizius en enor hag e lealded an teir rouanez.

1923
Référence : SKET p.102

Den na zivinas an divinadell. — Ar penn-moc’h, genaouien a zo ac’hanoc’h ! pa vez o turial : Daou droad o toullañ, daou lagad o sellet toullañ, div skouarn o selaou toullañ, hag al lost o skeiñ war toull e reor.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Tanit ho korn, ha, goude, me a gonto anezhi deoc’h.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Re ziwezhat ez oa anezhi evit ma raje Vindosetlos an dro d’ar bagad miled-se a gaee outañ eus an eil penndremmwel d’egile.

1924
Référence : SKET.II p.40

Heuilhit, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anezhi en plegig an t[o]rrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Me eo Tekos, mab Kintus, a ouenn Vanos, mab Belios. Un anv all hag un tad all am eus en enez Abalos. Eno e reer ac’hanon Vindosetlos, mab Vissurix.

1924
Référence : SKET.II p.42

Dindan ar wezenn, pe harp outi, pa veze divalav an amzer, glav hag avel anezhi, ar wazed eno a deue suroa pe galabousenn war o fenn, war o c’hein ur porpant eoliet, botoù-koad goloet en o zreid, o chik en o ginou hag o daouarn en o godelloù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

— « Ar Manac’h en deus kontet din, din va-unan, ya, ha meur a wech, eme Sentig ar Glas, penaos e oa bet spontet war Maezoù-Boc’h, o tont d’ar gêr, noz anezhi, e-tro nav ha dek eur, d’ar c’houlz ma oa oc’h ober al lez da verc’h miliner Menguy.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Ar sakrist en devoa gwelet ar person hag ar c’hure o tiskenn d’ar bourk, buan-ha-buan e tilezas e stern gwiader, hastañ a reas afo da zont da gontañ dezho an doare. Penn-da-benn en deus displeget anezhi dirak an aotrou person…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Pa errujont er gêr, noz teñval anezhi, skandalet Bilzig, skandalet Mad[a]len.

1925
Référence : BILZ2 p.120

Ur vent vrav a blac’h anezhi, ur c’hlazardenn, sklaer he lagad, du he blev.

1925
Référence : BILZ2 p.150

Miz Du anezhi. Berr an deiz.

1925
Référence : BILZ2 p.170

ac'hanot

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

stered-red int anezho

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

selaouit ac'hanon

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h (écoutez-moi)

pet zo anezho-i

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

o vezañ kristen anezhañ

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

me a wel ac'hanoc'h

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h (je vous vois)

den reuzeudik a zo ac'hanout

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h (malheureux que tu es !)

c'hoari anezhi

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezho

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhi

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhañ

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhe

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhi

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhañ

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhañ

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

anezhe

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ

An heol n'eus ket anezhañ, a lavare un dall.

1927
Référence : GERI.Ern pg ane(z)añ (Le soleil n'existe pas, disait un aveugle.)

ac'hanout

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

ac'hanon

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

ac'hanomp

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

ac'hanoc'h

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

ac'hanon

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h, ane(z)añ

a-barzh ma oa ac'hanoc'h

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

ac'hanoc'h

1927
Référence : GERI.Ern pg ac'hanoc'h

a-benn anezhañ

1927
Référence : GERI.Ern pg a-benn

Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag ur fourrad avel en eur c'hev douar, a droas a-zehoù hag, o vezañ pignet nouspet derez vaen, e tegouezhjomp gant un norig, gaoliata ar gael anezhi ha lârout yao en ur gambr ec'hon leun a c'hourvezennoù.

1929
Référence : SVBV p.12

Pa oa peurdorret hon naon hag hor sec'hed ganimp, pep hini ac'hanomp a dennas e yalc'h-vutun eus e c'hodell da dao ! Sed bep a chaokadenn etre hor c'hildent ha mat pell zo !

1929
Référence : SVBV p10

penaos ac'hanoc'h ?

1931
Référence : VALL pg aller (comment allez-vous ?)

diouer a zo anezhañ

1931
Référence : VALL pg (on en sent le) besoin (l'absence)

hini ebet ac'hanomp

1931
Référence : VALL pg aucun

rok an tamm anezhañ

1931
Référence : VALL pg arrogant

Kemerit hoc’h-unan, peogwir n’on ket evit servijañ ac’hanoc’h.

1944
Référence : ATST p.29

— « C’hwi an hini a zo kaoz, genaoueg ac’hanoc’h ! »

1944
Référence : ATST p.35

— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »

1944
Référence : ATST p.57

Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon.

1944
Référence : ATST p.40

Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi !

1944
Référence : ATST p.38

Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.

1949
Référence : SIZH p.57

Un duardez anezhi, gwenn un dudi, he dremm kigennet-flour a-dreuz rouedig mailhennoù he mantilh.

1949
Référence : SIZH p.37

P'eo bet c'hwezhet ganti em gwazhied tan ar c'hoant gouzout, hi a vezo anezhi ivez ar feunteun, a lazho an tan-se...

1949
Référence : SIZH p.64

C'hwi, ha krediñ a ra deoc'h 'z eus ur sant ac'hanoc'h ?

1949
Référence : SIZH p.61

Ar re-mañ eta, a oa deut, nec'het un tamm anezho oc'h en em c'houlenn penaos e trofe an abadenn ar wech-mañ.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Pep hini ac'hanomp en deus evelse[sic] e weleig e kabinenn ar vag.

1985
Référence : DGBD p29

Se ne lavar ket e vije deuet Monrovia, hag a weler an anv anezhi war aros al listri, da vezañ porzh ar bed ! Nann.

1985
Référence : DGBD p21

Teir anezhe a zo gwisket gant jiletennoù gloan du rak glavenniñ a ra er-maez ha yen eo an amzer.

2015
Référence : EHPEA p11

Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.

2015
Référence : DISENT p71

Lakaat grizilhonoù dezhañ [da unan bennak] -ha pa vefe kentoc'h arouezius, rak dont a raio ar boliserien da zigabestrañ anezhañ- a c'hall spontañ anezhañ, lakaat ar jeu da vezañ tenn ha degas efedoù fall.

2015
Référence : DISENT p63

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux