ar Peurvad
Ni 'zo ret dimp dioueriñ plijadurezhioù saotret an douar, stignañ ma rankomp hon holl strivoù davet ur Peurvad, mennet ivez gant Doue.
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».