Télécharger les mots parents boutonañ divouton divoutonañ toull-bouton
bouton
bouton
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Degaset en devoa din ur porpant voulouz nevez-flamm gant boutonoù alaouret [.]
« Ho mab bihan [mab-bihan], Soaz Sapeur, emezañ en ur zistouvañ ur voutailhad win, a vo un tarin disul o vont d’an oferenn-bred gant e voutonoù cherompi ».
Da c'holo ar c'horf-bras, e-pad al labour ar pezh dilhad aesañ a oa ur seurt vareuzenn lien gant peder godell ha mañchoù berr evel ma touge ar soudarded saoz er broioù tomm, aes-tre e oant o vezañ ma oa tu da dennañ kuit ar boutonoù pa veze c'hoant d'o c'hannañ.
Mots précédents
Mots suivants
boutonañ