Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud hag o divskouarn) Na glev ket. Tud vouzar, ar re vouzar. Bezañ bouzar ha mut. Mont, dont bouzar. Bez' en deus ur skouarn vouzar : ne glev nemet gant ur skouarn. & Trl. kv. Bezañ bouzar-put, bouzar-kloc'h, bouzar evel ur c'hloc'h, evel ur c'hleuz, evel un tamm koad, evel un penton, evel ur girin : bezañ bouzar-tre. & Rim. (evit deraouiñ ur gontadenn) Ar re vouzar hag ar re zall / A gaso keloù d'ar re all. DHS. pounnerglev. 2. Bezañ bouzar ouzh udb., ub., ober skouarn vouzar ouzh udb., ub. : nac'h klevet udb., ub. Skouarn vouzar a rae e vab ouzh e alioù. 3. PEMDEZ (db. an traoù) Bet evit netra. Ur banne hini bouzar. Butun bouzar. DHS. digoust. 4. GWECHALL Badeziant vouzar : badeziant ar vugale ganet er-maez dimeziñ, na veze ket sonet ar c'hleier evito. II. Impl. da ak. h. Bouzarded. Aet eo ar bouzar diouzhin !

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

bouzar

1499
Référence : LVBCA p41 (sourd)

bouzar

1659
Référence : LDJM.1 pg sourd

bouzar

1659
Référence : LDJM.1 pg sourd

bouzar

1850
Référence : GON.II pg bouar, bouzar (Sourd. Qui ne peut entendre).

Bouzar eo chomet abaoe eo bet klañv.

1850
Référence : GON.II pg bouzar (Il est resté sourd depuis sa maladie).

Laouenusoc'h eo an dud zall eget an dud vouzar.

1850
Référence : GON.II pg bouzar (Les aveugles sont plus gais que les sourds).

tud vouzar

1850
Référence : GON.II pg bouzar (Sourd. Qui ne peut entendre. Pour le plur. du subst.)

bouzar

1850
Référence : GON.II pg boar, bouzar (Sourd. Qui ne peut entendre).

bouzar

1850
Référence : GON.II pg boar, bouar, bouzar (Sourd. Qui ne peut entendre).

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

An touseg-se, an den, oc'h pep prezeg[,] bouzar, / Ne lavaro biken : « Pevar droatad douar / Am goloio er bez. »

1867
Référence : MGK p96

O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.

1877
Référence : EKG.I. p.107

Gwechall-gozh ar sent a rae burzhudoù kaer-meurbet : yac’haat a raent an dud klañv, eeunañ a raent ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re [z]all, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha bremañ !…

1925
Référence : BILZ2 p.133-134

bouzar ha mut

1927
Référence : GERI.Ern pg bouzar

bouzar

1927
Référence : Geri.ern pg bouzar

mut ha bouzar

1927
Référence : GERI.Ern pg bouzar

« Selaouit hag e klevot gwell a se, nemet ha tud bouzar e ve, an eil a lavaro d'egile ».

1944
Référence : EURW.1 p26

Ha bouzar out pe gentoc'h foll ? / N'em eus ganit amzer da goll.

1960
Référence : PETO p39

Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.

2012
Référence : DJHMH p10

Note d'étude

Roet e vez ar stummoù "boar" ha "bouar" evit Bro-Wened ha Bro-Dreger e GON.II.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux