I.
A.
1. [1659, 1732, 1904, 1909] Pezh a sell ouzh ub., pezh a zalc'h ub., a ac'hub e spered.
N'eo ket ma afer ! : ne sell ket ouzhin.
2. [1659, 1732, 1985, 2012] Nep tra a laka ub. diaes, a nec'h ub.
[1659] Digouezhet ez eus din-me un afer hep rat.
[1732] Un afer amjestr. [1732] Un afer mibilius. [1732] Em dennañ er-maez eus a un afer. [1732] Un afer dilikat.
[1985] Mont gant an hent-bras, miz Here anezhi, a c'hell bezañ ur gwall afer, hag her gwelout a ris ur wech diwar va c'houst.
[2012] Krediñ a ris lakaat va zammig aotrou da verzhout e oa c'hwezh falsentez gant an afer-se.
Ur gwall afer.
HS. diaester, enkadenn, kudenn, luziadell.
&
Dre ast.
[1944] Hollad ar munudoù a ranker plediñ gante a-benn da benn ur gefridi a sell prl. ouzh ar melestradur.
[1944] E studi ma zad e oa Sul-gouel-pemdez un dibun a dud -a bratikoù- o tont da glask kuzul war o aferioù luziet, pe da ober ur « merk » bennak. [1944] Un afer vras eo d'ur vamm prientiñ traoù he bugel, pa zisparti diganti ar wech kentañ da vont d'ar golaj.
3. [2015] Fed direizh a zegas reuz evit ur rummad tud, en ur gevredigezh, pe en ur vro.
[2015] Plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier.
Afer an Amoco Cadiz. Afer ar matchoù falset.
B.
1. GWIR
[1659, 1732, 1944, 2015] Dael a bled ar justis pe un den a lezenn gantañ.
[1659] Mat ez a an afer. [1659] Emañ an afer e stad vat. [1659] Brav eo an afer.
[1732] Kaout aferioù dreist penn. [1732] Karget eo a zle ha leun a aferioù. [1732] Sellet ervat un afer. [1732] Kemer an afer dre un tu all. [1732] Reiñ ar brall da un afer. [1732] Setu eno hoc'h afer. [1732] Gwir en un afer, gwir war un afer. [1732] Kuzuliañ ervat un afer. [1732] Kunduiñ ervat un afer. [1732] Lakaat ur re en un afer. [1732] Sellet pizh ouzh un afer; sellet atantif un afer.
[1944] An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre diou gostezenn[...].
[2015] Gouzout a rez emaon o labourat abaoe ur pennadig e kuzulva alvokaded Seimenis hag e ran war-dro aferioù an enbroidi.
Kaset e vo hoc'h afer dirak al lez-varn. Gwelet un noter evit reizhañ un afer.
2. [2015] Hollad ar munudoù bet dastumet gant ur servij polis evit un enklask da-heul un torfed bennak hag a-raok a stagfe ar Justis d'ober war e dro da geñver ur prosez.
[2015] Abaoe ur miz, an afer nemeti hon eus bet eo hini emlazh ar peder retredadez.
3. Trl.
Ober e afer da ub. : ober e stal dezhañ.
&
[1732] Kaout kig pe groc'hen eus un afer : ober e vad eus un afer, ur blegenn bennak.
[1732] Me am bezo kig pe groc'hen eus an afer-se.
3. Trl.
[1732] Kaout afer ouzh ub. : kaout un darempred rev gant ub.
[1732] Afer en deus bet outi.
(db. ar merc'hed ; dre sevended)
&
[1877] Kaout afer ouzh ub. : bezañ e darempred gant ub. prl. gant enebiezh.
[1877] Mes allas ! ne ouie ket ouc’h piv en doa afer ; den ne rae van evit her c’hlevet.
Trl.
Ober an afer : lakaat dougerez.
Ha piv en deus graet an afer hag en deus ho tapet ? Ho mevel an hini eo en deus graet an afer, aotrou.
C. (er c'henwerzh)
1. [1732] Marc'had zo graet etre ur prener hag ur gwerzher.
[1732] Neb en deus urzh ha galloud da ober aferioù evit ur re bennak. [1732] Neb a ra afer gant ur re a-bell. [1732] Ober afer gant ur re bennak a-bell, ezvezant.
Ober un afer vat.
2. [1732] Obererezh kenwerzh.
[1732] Kaout un isu mat en e aferioù. [1732] Ober ervat e aferioù. [1732] Gober ervat e aferioù. [1732] Drougober e aferioù. [1732] Gwallober e aferioù.
Mont a ra e afer war-raok.
3. (en e furm lies)
[1985] Koñvers
[1985] Ezhomm a oa, gwir eo, ur goudor evit al listri karget da virout ouzh ar re a rae koñvers sklaved da gendelc'her gant o aferoù, met en tu-hont da se ne vije ket fall kaout eno un diazez evit koñvers all a bep seurt.
Ober aferioù mat, fall : gounit, koll arc'hant.
4. ROUEZ
[1980] Stal.
[1980] Er c'hontrol diouzh ar pezh 'zo bet tu da lenn war gelaouennoù zo, ne vezo ket pedet an aozadurioù pe an aferioù bras, ur pal kenwerzhel ganto.
II.
(alies-tre en e furm lies)
[1732, 1960] Pezh a sell ouzh ar renerezh hag ar mererezh-bro.
[1732] Kunduiñ un afer. [1732] Ne aparchant ket ouzh pep unan en em emellout eus a aferioù ar Roue. [1732] Ne dere ket ouzh pep hini dougen setañs war aferioù ar Rouantelezh. [1732] Un den a afer. [1732] Un den a intent an aferioù.
[1960] Dre zepartamant, un eskopti hepken : / A-gevret, evel-se, ' vo aesoc'h da ren / Aferioù ar Stad hag ar Relijion, / Ar pezh a skañvay preder an Nasion.
Aferioù diabarzh ur vro. Ministr an Aferioù diabarzh. Aferioù ar gouarnamant.
&
Dre ast.
[2012] Trouz ar bed
[2012] Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.
III.
A. (impl. hep gm.)
1. Trl.
Digeriñ afer, mont en afer, sevel afer etre : kas ur breud bnk. dirak ar justis.
Pa save afer etre ur re bennak, e teuent da'm c'haout da'm lakaat da varner.
2. Trl.
[1732] Kaout afer ouzh ub. : bezañ en ur blegenn ma c'hell an darempred gant an den-se bezañ stign pe stignoc'h.
[1732] Afer am eus outañ hag outi.
&
[1904] Klask afer ouzh ub. : klask trouz outañ.
[1944] Bremañ, marteze, e teuio Yann ar Giouidig da glask afer ouzhin.
HS. jeu.
B. (el ls.)
Doukrañs deuet diwar abegoù dister prl.
C. (impl. hep gm.)
Trl.
[1659, 1732, 1904, 1909] Kaout afer : kaout ezhomm.
[1659] Afer am eus eus ur levr.
[1732] Afer am eus eus a ul levr.
[1877] An hini kozh n’en devoe afer a netra [...].
[1909] N'em eus ket afer. [1909] N'em eus ket afer a netra.
N'eus ket afer loaioù.
IV.
DISPRED.
1. [1659] Mennad a falvez d'ub. kas da benn.
2. [1732] Kaout afer : bezañ gant udb. pe war-dro udb. hep gallet ampellañ an ober-se.
[1732] Afer am eus, ne c'hallan ket. [1732] ober un afer. [1732] Bezañ en deus afer. [1732] Bez en deus afer. [1732] Afer en deus.
V.
Tr. adv.
Evit afer-se : daoust da se, koulskoude.
Skuizh eo, ne baouezo ket da labourat evit afer-se.
Durant an amzer[-se] ez eas ar roue er c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze ar rouanez dre ar garantez he devoe komeret ouzh ar werc'hez santez Katell a yeas en noz ha ganti priñs ar varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'ar prizon[.]
durant an amser ez eaz an roue en quarterse, palamour da afferou en contraigne, ha neuse an rouanes dre an carantez he deffoye commeret ouz an guerhes sanctes Cathell, a yez en nos ha ganty princç an mareyen hanuet porphirius de visitaff dan prison :
1576
Référence :
Cath
p17
afer am eus eus ur levr
affer ameus eus vr levvr
1659
Référence :
LDJM.1
pg affaire
aferioù
afferiou
1659
Référence :
LDJM.1
pg affaire
brav eo an afer
brao eo an affer
1659
Référence :
LDJM.1
pg (la chose) va (bien)
digouezhet eo [sic, ez eus] din-me un afer hep rat
Référence :
GReg
pg correspondre (avoir relation avec quelqu'un qui est absent, ou éloigné)
Me am bezo kig, pe groc'hen eus an afer-se.
Me am bezo qicq, pe groc'hen eus an affer-ze.
1732
Référence :
GReg
pg (j'aurais) cuisse (ou aîle de cette affaire)
em dennañ er-maez eus a un afer
hem denna èr maes vès a un aeffer
1732
Référence :
GReg
pg se debarrasser (d'une affaire)
un afer dilikat
un aeffer dilicat
1732
Référence :
GReg
pg (une affaire) délicate
lakaat ur re en un afer
lacqât ur re èn un aeffer
1732
Référence :
GReg
pg engager (quelqu'un dans une affaire)
em fourrañ en un afer
hem fourra en un aeffer
1732
Référence :
GReg
pg (s') engager (dans une affaire)
sellet pizh oud [ouzh] un afer; sellet atantif un afer, un dra
sellet piz oud un aeffer; sellet attantif un affer, un dra
1732
Référence :
GReg
pg envisager (une affaire de tous côtez)
un afer dreinek
un aeffer draeinecq
1732
Référence :
GReg
pg (une affaire) épineuse
un afer all eo honnezh
un aeffer all eo hounez
1732
Référence :
GReg
pg (c'est un) fait (à part)
ne dere ket ouzh pep hini dougen setañs war aferioù ar Rouantelezh
ne dere qet ouc'h pephiny douguen setançz var aefferyou ar Roüantelélez
1732
Référence :
GReg
pg appartenir (Il n'appartient pas à tout le monde de juger des affaires d'Etat)
un den a intent an aferioù
un den a entent an æfferyou
1732
Référence :
GReg
pg affaire (Un homme d'affaire, qui sçait les affaires, p.)
fourrañ ur re en un afer bennak
fourra ur re èn un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c.)
fourret ur re en un afer bennak
fourret ur re èn un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, pp.)
plantañ ur re e-barzh un afer bennak
planta ur re ebarz un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c.)
plantet ur re e-barzh un afer bennak
plantet ur re ebarz un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, pp.)
lakaat [ur re] e-barzh un afer bennak
lacqât [ur re] ebarz un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c.)
lekeet [ur re] e-barzh un afer bennak
lecqeét [ur re] ebarz un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, pp.)
boutiñ [ur re] e-barzh un afer bennak
boutteiñ [ur re] ebarh un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, Van.)
boutet [ur re] e-barzh un afer bennak
bouttet [ur re] ebarh un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, Van., pp.)
tapiñ [ur re] e-barzh un afer bennak
tapeiñ [ur re] ebarh un æffer bennac
1732
Référence :
GReg
pg fourrer (Fourrer, faire entrer, engager quelqu'un dans une affaire &c, Van.)
bezañ en deus afer
beza èn deus affer
1732
Référence :
GReg
pg avoir (il a affaire)
bez en deus afer
bez' èn deus aeffer
1732
Référence :
GReg
pg avoir (il a affaire)
Dont a ra war e barlochoù, pe war e grabanoù, mar kavit gwell, da gaout an nor da sellet ha da selaou ; ar moc’h atav war e lerc’h ouc’h hen h[eu]rtañ, ouc’h her buntañ a daolioù fri, evel pa o divije c’hoant da lavaret dezhañ n’o doa ket a afer anezhañ en o zouez.
Dont a ra var he barlochou, pe var he grabanou, mar kavit guell, da gaout an nor da zellet ha da zelaou ; ar moc’h atao var he lerc’h ouc’h hen horta, ouc’h her bunta a daoliou fri, evel pa o diviche c’hoant da lavaret d’ezhan n’o doa ket a affer anezhan enn ho zouez.
1877
Référence :
EKG.I.
p.127
An hini kozh n’en devoe afer a netra ; an hini yaouank a lakeas ur c’horn bara en e c’hodell en ur drugarekaat ar manac’h eus e vadelezh ; an hini kozh avat ne droas ket zoken e benn da sellet outañ.
An hini koz n’en deoue afer a netra ; an hini iaouank a lakeaz eur c’horn bara enn he c’hodel en eur drugarekaat ar manac’h euz he vadelez ; an hini koz avad ne droaz ket zoken he benn da zellet outhan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.60-61
Corbet a ziredas da Blabenneg gant ur guchenn soudarded ; kaout a rae dezhañ en divije lakeat koueriaded Plabenneg da soublañ dioc’htu ha da sentiñ ouc’h urzhoù ar republik. Mes allas ! ne ouie ket ouc’h piv en doa afer ; den ne rae van evit her c’hlevet.
Corbet a ziredaz da Blabennec gand eur guchenn soudardet ; kaout a rea d’ezhan en diviche lakeat koueriaded Plabennec da zoubla dioc’htu ha da zenti ouc’h urzou ar republik. Mez allaz ! ne c’houie ket ouc’h piou en doa effer ; den ne rea van evit her c’hlevet.
« A ! bah ! ["ba !"] lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »
1944
Référence :
ATST
p.129
Ne greden ket em bije bet afer gantañ biken, ha koulskoude, an traoù a zigouezh drol.
Ne greden ket em bije bet afer gantañ biken, ha koulskoude, an traou a zigouez drol.
1944
Référence :
EURW.1
p.202
Chom hep debriñ, mat ! Mes chom hep evañ a oa un afer all.
1944
Référence :
ATST
p.27
Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all.
1944
Référence :
ATST
p.44
Pe kavout a raio pe ne raio ket, an dra-mañ a zo un eil afer all, rak me a gont ar pezh a zo bet kontet din, ha netra ken.
1944
Référence :
ATST
p.45
Sklaer eo koulskoude n’he do ket amzer Mari da regiñ he zestamant, na kennebeut ar gerent da lakaat o fri en hon aferioù-ni.
1944
Référence :
ATST
p.94
E-lec’h mont da Giouidig, kemerout a reas hent Penn-ar-Pont, da vont da gavout Job ; hag e lavare, dre ma kerzhe a-hed ar stêr : — « Un afer fall ! un afer fall ! fall ! fall ! »
1944
Référence :
ATST
p.97
C’HWEZEKVET PENNAD Un afer falloc’h c’hoazh — « Un afer fall… fall !… » a lavare Lom, dre ma kerzhe a-hed ar stêr, eus Kiouidig da Benn-ar-Pont.
1944
Référence :
ATST
p.99
Bremañ, marteze, e teuio Yann ar Giouidig da glask afer ouzhin.
1944
Référence :
ATST
p.121
E studi ma zad e oa Sul-gouel-pemdez un dibun a dud -a bratikoù- o tont da glask kuzul war o aferioù luziet, pe da ober ur « merk » bennak.
E studi ma zad e oa sul-gouel-pemdez eun dibun a dud- a bratikou- o tont da glask kuzul war o aferiou luziet, pe da ober eur « merk » bennak.
1944
Référence :
EURW.1
p18
Un afer vras eo d'ur vamm prientiñ traoù he bugel, pa zisparti diganti ar wech kentañ da vont d'ar golaj.
Eun afer vras eo d'eur vamm prienti traou he bugel, pa zisparti diganti ar wech kenta da vont d'ar golaj.
1944
Référence :
EURW.1
p29
Raktal, e klaskas afer ouzh ar bañsionerien, en ul lakaat ar gont war sujed Breizh.
Raktal, e klaskas afer ouz ar bañsionerien, en eul lakaat ar gont war sujed Breiz.
1944
Référence :
EURW.1
p.98
Prest e veze atav « da glask afer » ha da ziskouez nerzh e zivrec’h.
Prest e veze atao « da glask afer » ha da ziskouez nerz e zivrec’h.
1944
Référence :
EURW.1
p.142
An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…
An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre diou gostezenn : yaouankizou ar skoliou-uhel a gave brao goapaat ar « brageier ler koz », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennou…
1944
Référence :
EURW.1
p.197
- N'eo ket hon afer.Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !
1949
Référence :
SIZH
p.56
- Breur Arturo, c'hwi a grogo warc'hoazh, - ar sul a vo, - gant ho naved pedennoù. N'am eus ket afer gant ho tigarezioù.
1949
Référence :
SIZH
p.63
Dre zepartamant, un eskopti hepken : / A-gevret, evel-se, ' vo aesoc'h da ren / Aferioù ar Stad hag ar Relijion, / Ar pezh a skañvay preder an Nasion.
Dre zepartamant, eun eskopti hepken : / A-gevret, evel-se, ' vo êsoc'h da ren / Aferiou ar Stad hag ar Relijion, / Ar pez a skañvay preder an Nasion.
1960
Référence :
PETO
p16
Er c'hontrol diouzh ar pezh 'zo bet tu da lenn war gelaouennoù zo, ne vezo ket pedet -diwar diviz aozerien Gouel ar brezhoneg : SAE, Kroazhent- an aozadurioù pe an aferioù bras, ur pal kenwerzhel ganto.
1980
Référence :
BREM
Niv. 0, p.5
Ouzhpenn ar pal madelezhus-se a oa, anat eo, e spered ar re a oa d'ar mare-se ar stur ganto e Bro-C'hall : ezhomm a oa, gwir eo, ur goudor evit al listri karget da virout ouzh ar re a rae koñvers sklaved da gendelc'her gant o aferoù, met en tu-hont da se ne vije ket fall kaout eno un diazez evit koñvers all a bep seurt.
1985
Référence :
DGBD
p48
Mont gant an hent-bras, miz here anezhi, a c'hell bezañ ur gwall afer, hag her gwelout a ris ur wech diwar va c'houst.
1985
Référence :
DGBD
p81
Hogen stag-tre e oant ouzh ar pourmenadennoù-se, a oa evito barr o sizhun ; hag evit gallout o friziañ diouzh c'hoant ha tennañ anezho o gwalc'h a zudi, n'eo ket hepken dilezel emgavioù plijadurus a raent, hogen ober skouarn vouzar ivez da c'halv an aferioù.
2012
Référence :
DJHMH
p10
Krediñ a ris lakaat va zammig aotrou da verzhout e oa c'hwezh falsentez gant an afer-se
2012
Référence :
DJHMH
p14
Gouzout a rez emaon o labourat abaoe ur pennadig e kuzulva alvokaded Seimenis hag e ran war-dro aferioù an enbroidi.
2015
Référence :
EHPEA
p63
Abaoe ur miz, an afer nemeti hon eus bet eo hini emlazh ar peder retredadez.
2015
Référence :
EHPEA
p18
Deoc'h-c'hwi da raksoñjal en traoù nevez ha dic'hortoz a vo da lakaat e pleustr evit ma teufent war o c'hiz hag evit ma vefont kendrec'het da reiñ muioc'h a bouez c'hoazh d'an darvoud savet ganeoc'h -plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier-
2015
Référence :
DISENT
p79
Note d'étude
Hervez Dom Malgorn, en e c'heriadur eus brezhoneg Eusa [BROU] e veze implijet ar ger-mañ e frazennoù nac'hañ pe e goulennoù hepken war an enez pa dalveze kement hag "ezhomm" : Ne'm eus ket afer. Padal e tro-war-droioù Kemperle e vez implijet er stumm kadarnaat gant ar ster-se ivez.