A-vec'h - a-bouez - ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia. Ar marc'h-du a roc'he hag a strevie gwashoc'h eget un imbod : Tik ! ha Tik ! Tak ! ha Taka ! Taka ! Puf ! Puf ! Stsss ! Stsss ! emezañ en ur deurel elfennoù tan, moged glas ha dour berv dre e fronelloù ha dre e c'heol ha kaoc'h-houarn gant e ziadreñv.
Seblant glav edo. Lakaet ho poa ur c'helorn dindan an doenn. Dihuniñ a rit en noz, hag e klevit an tik tik tek disingal. N'eo ket c'hoazh goloet foñs ar c'helorn, a soñjit. Dizale e paouezo ar muzik hegasus-mañ. - Ne baouez ket an tik tik tek tek... Betek ar beure... Ho kelorn oa toull !
Mots précédents
Mots suivants
tik