1. Strad ar mor.
Aet eo ar vag d'ar sont. Sont a vez kavet : tu zo da dizhout ar strad gant ul linenn (evit gouzout pegen don eo).
&
Sont traezh, sont lec'hid, sont kerreg : traezh, lec'hid, kerreg oc'h ober strad ar mor.
Ar pesked-se a gaver kentoc'h war ar sont lec'hid. Ar sont-se ne bar ket d'an tarzhenned.
&
Koll sont : na santout mui ar strad dindan e dreid.
Un tarzh-mor a reas dezhi koll sont. Amañ ez eus koll sont.
2. Dre ast.
Strad.
Un toull sont ebet dezhañ.