1. [1499, 1659, 1732, 1931] Unanderenn fagod ; hordenn.
Ur fagodenn koad sapin. Ur fagodenn lann pe vanal da enaouiñ an tan. Ur fagodenn vriñsad.
2. Malan.
Ur fagodenn ed.
HS. feskenn, hordenn, mandos.
3. Duilh.
Ur fagodenn blouz, foenn.
HS. boutell, hordenn.
4. Trl. skeud.
Ober e fagodenn : gounit ur sammad arc'hant.
Honnezh he deus graet he fagodenn abaoe m'eo erruet amañ.
&
Bezañ ardoù gant ub.
&
Debriñ e walc'h.
Ne'm bo tamm ebet ken : graet eo ma fagodenn ganin.
&
Bout e fagodenn ha kant gant unan bennak : bezañ strobet.
Emañ e fagodenn ha kant gantañ.