Penn uhelañ eus korzenn plant zo, o anv kerentiad Graminaceae, zo bodet o had warnañ, evel en-dro d'un ahel.
Seizh tañvouezenn skaotet gant ar skarnil. Kinnig tañvouezennoù glas.
HS. tesk, teskaouenn.
Référence :
GON.II.HV
pg tamoézen (épi de blé. Pl.)
Mar gourc'hemennit din, ez in d'ar park, hag e tastumin an tañvouezennoù a chomo war lerc'h ar vederien, e kement lec'h ma kavin digemer mat digant ar penntiegezh.
Mar gourchémennid d'in, éz inn d'ar park, hag é tastuminn ann tamouézennou a joumô war lerc'h ar védeûrien, é kémeñt léac'h ma kavinn digémer mâd digañt ar penn-tiégez.
1850
Référence :
GON.II
p.100, Buez Ruth.
tañvouezenn gg.
tanvouezenn gg.
1923
Référence :
SKET
p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "épi".
An heiz a oa ar c’haerañ a c’halljed da gavout, medet ma ’z oa bet e parkoù bet gounezet a-ratozh evit an doueed, ha dibabet hini-ha-hini an tañvouezennoù anezhañ.
An heiz a oa ar c’haera a c’halljed da gavout, medet ma ’z oa bet e parkou bet gounezet a-ratoz evid an doueed, ha dibabet hini-ha-hini an tanvouezennou anezan.
1923
Référence :
SKET
p.61
Note d'étude
Ar gerioù tamouez ha tañvouez a seblant bezañ bet mesket gant GReg ha gant ar Gonideg.