Office public de la langue bretonne
Riou
Ma ne oa ket aet holl barrez Lotei da Garreg-al-Louarn, e oa aet di evelato kalz a dud eus Lotei : Yann Tarkiz, eus Toull-ar-Broc’h, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, Miliner, eus Toull-ar-Vouezh, Lan ar C’hariou, eus Troboa, Jakez Riou, eus Pennavern, Herveig Mazeaz, eus Kervetouz hag ur bern paotred all.
Mont a raint di en ur vandenn ; ar Rioued, ar Pirioued, ar C’harioued, ar C’herrioued, ar C’horioued, ar Salioued ha kement hini all a oa o chom er vourc’h, ha n’en doa riou ebet en e anv.
Mots précédents
Mots suivants
Rioù