Yezh pobl Vreizh eo ar brezhoneg, yezh ar bobl eo - daoust ma'z eo ar galleg hag ar galloeg yezhoù ul lodenn ivez.
1980
Référence :
BREM
Niv. 0, p.5
Note d'étude
Brezhonekadur savet diwar an termen gallek "gallo". Peuzdilezet eo bet ar stumm-mañ hiziv an deiz. Ha pa vefe ar ger "gallo" a orin brezhonek e galleg moarvat, ar vrezhonegerien n'o doa ger ebet da ziforc'hañ ar galleg diouzh ar gallaoueg e gwirionez pa oa ar memes tra evito. Pa'z eus bet klasket diforc'hañ an daou en Emsav en em gave berr ar yezh, alese an amprestoù "gallo" pe "galloeg" a-raok na vefe degemeret ar ger gallaoueg, reishoc'h diouzh mont en-dro ar yezh.