Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Mots parents :
0

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

rad Brest

1732
Référence : GReg pg (la rade de) Brest

murioù Brest o deus ul lev-dro

1732
Référence : GReg pg (la Ville de Brest a une lieuë de) circuit

Graet am boa dezenn da vonet da Vrest.

1732
Référence : GReg pg former (J'avois formé le dessein d'aller à Brest.)

Graet am boa va soñj da vonet da Vrest

1732
Référence : GReg pg former (J'avois formé le dessein d'aller à Brest.)

Dezo em [sic] boa bet da vonet da Vrest.

1732
Référence : GReg pg former (J'avois formé le dessein d'aller à Brest.)

Brest

1732
Référence : GReg pg Brest (Ville & Port de mer en basse Bretagne)

ar gêr a Vrest

1732
Référence : GReg pg (la Ville de) Brest

Ouc'hpenn kant lev a zo eus a Vrest da Bariz.

1850
Référence : GON.II p.84 (Il y a plus de cent lieues de Brest à Paris).

Chom a ra e Brest.

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, « Il demeure à Brest ».

evlec'hek eo ar vro en-dro da Vrest

1850
Référence : GON.II pg évlec'hek

Aet eo da Vrest.

1850
Référence : GON.II pg moñt, moñd, monet (il est allé à Brest).

Da Vrest ez an.

1850
Référence : GON.II p.80

Bete Brest int aet.

1850
Référence : GON.II pg bété (Ils sont allés jusqu'à Brest).

C'hwi ha me a yelo da Vrest.

1850
Référence : GON.II p.66

Egile 'oa Fañch Vihan, louzaouer brudet dre bevar c’horn ar Vro, eus a Gastell da Vrest, adalek Tour-ar-C’hernig, e-harz ar mor, bete Roc’h Trevezel, war gern Menez Are.

1877
Référence : EKG.I. p.180

— Mat, selaouit. Lavaret em eus deoc’h e tle dont d’hor c’haout da Verven, tud eus a gostez Menez Are evit mont war gêr Vrest.

1878
Référence : EKG.II p.104

Merzheriet eo bet, war leurgêr Brest, d’ar Yaou-Gamblit, 17 a viz Ebrel, er bloaz 1794.

1878
Référence : EKG.II p.234

— Perak ne gredit-hu ket ac’hanon ? — Abalamour ma’z out ur gaouiad. — Me gaouiad ? — Ya, ker bras gaouiad ha kêr Vrest en he fezh.

1878
Référence : EKG.II p.282

- Ma, warc'hoazh vintin, da nav eur, e rankot bezañ degouezhet e soudarddi Fautras e Brest, hag ar mezeg a welo hag e stad vat emaoc'h evit mont da Vadagaskar, da genderc'hel ho servij.

1929
Référence : SVBV p7

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Référence : SVBV p8

Brest

1931
Référence : VALL pg Brest

An hevelep tra evit Mulgul Brest: etre 30 ha 40 m. emañ dre vras [dre-vras] naoz ar stêr veuzet e-tal gourenez Roskañvel.

1943
Référence : TNKN p21

Koulskoude, pa zeuas an aotrou Vallée da zigeriñ ar c'hlas kentañ brezhonek a zo bet graet biskoazh en hor bro a Vreizh, — en ur sal skol, e-pad an ehan-labour —, e oamp nav war ar bankoù : Emil Abéré a Blougastell-Daoulas ; Loeiz Ar Borgn, a Vrest ; Loeiz Coniac, a Landerne ; Loeiz Gautier, a Sant-Brieg ; Jozeb Guyot, a Sant-Brieg ; Frañsez Jafrenoù, a Garnoed ; Jul Olivier-Henry, a Sant-Brieg ; Frañsez Le Page, a Sant-Brieg ; Olier Sagory, a Sant-Brieg ; hag Olier Vallée, a Sant-Brieg.

1944
Référence : EURW.1 p58-59

« O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »

1944
Référence : ATST p.102

Ar vignoned kentañ a ris er bloavezh 1896, a oa Emmanuel de Poulpiked, eus Kemeneven ; Ernest Mège eus Sant-Martin-Montroulez ; Eugène de Chamaillard, eus Kemper ; Charlez Fahrner, mab d'ur c'helenner a Vrest ; Jañ Savidan, eus ar Roc'h ; Pêr Symoneaux, a Vear ; Emmanuel Le Giemble, eus Broons ; ha René du Plessix de Grénédan, eus Le Quessoy.

1944
Référence : EURW.1 p51-52

« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »

1944
Référence : EURW.1 p.200

F. Bourgain, eus Roazhon, a zeuas da vezañ intendant jeneral a vor e Brest[.]

1944
Référence : EURW.1 p.198

Gwad fall a ris e-pad un toullad devezhioù, hogen a greiz-holl e teuas din koun eus laz-seniñ Brest, Musique des Equipages de la Flotte, am boa gwelet e Landreger e-keñver gouelioù Renan.

1954
Référence : VAZA p.79-80

Hag evit gwir adal ar Sul war-lerc’h e krogis gant an abadennoù er porzh a-dreñv ; diredet e oa eno un druilhad tud, un tri-c’hant bennak d’an nebeutañ, martoloded kozh ha yaouank gant kerent ha keneiled, paotred, merc’hed ha bugale eus Brest, Rekourañs ha Kerber.

1954
Référence : VAZA p.85-86

Aozet e oa bet gant an Amerikaned un diskouezadeg etrevroadel e Charleston, e stad Karolina ar C’hreisteiz, ha diskenn a rejomp bete du-hont rak pedet e voemp da zouariñ en ur rann eus pleg[-]mor Chesapeake, e lenn Hampton-Roads, marteze ledanoc’h c’hoazh eget re Vrest ha Bizerte.

1954
Référence : VAZA p.102

Feurmet am boa ur gambr e Brest, en ostaleri « Au Zinc » e straed Siam, rag-enep d’ar stal vras Aux Dames de France.

1954
Référence : VAZA p.121

An treuz, el lec'h ma oamp, a oa dezhañ unnek kilometr, ar pezh a zo kement hag etre Brest hag ar Fred.

1985
Référence : DGBD p47

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux