I.
A.
1. (db. an unvezioù, ar fedoù yezh)
A denn d'ar brezhoneg.
Ur ger brezhonek. Anvioù tud brezhonek. An droienn-se zo brezhonek-rik. Ar rannyezhoù brezhonek.
2. (db. an danvezioù studi)
A sell ouzh ar brezhoneg. An ereadurezh, ar soniadoniezh vrezhonek.
B.
1. (db. ar skridoù, komzoù ar c'hanaouennoù, h.a.)
Savet e brezhoneg.
Kelaouennoù, filmoù brezhonek. Ur ganaouenn vrezhonek.
2. (db. an obererezhioù)
A bleustrer warnañ e brezhoneg.
Ar varzhoniezh vrezhonek.
3. (db. an ensavadurioù)
A bleustrer e brezhoneg ennañ war un obererezh bnk.
Ur skol vrezhonek. An Emsav a rank bezañ brezhonek.
4. (db. an dud)
A bleustr war un obererezh bnk. e brezhoneg.
Ar skrivagnerien vrezhonek. Ar ganerien vrezhonek. Ar skolaerien vrezhonek.
II. Stn.
1. Ar vro vrezhonek : rann eus Breizh ma komzer brezhoneg.
HS. brezhonegva.
2. (enebet ouzh gallek e troiennoù sonnet zo)
Termen a dalvez da zezverkañ traoù a denn d'ar vro ma komzer brezhoneg.
Douar brezhonek : mat da vezañ lakaet dindan ed-du.
Lann* brezhonek.
&
Pemdez
Ur penn brezhonek : ur brezhoneger.
al langaj brezhonek eo an hini a gompse gwechall ar C'hallaoued añsien
al langaich brezounecq eo an hiny a gompsé güeachall ar challaoüed ancyen
1732
Référence :
GReg
pg (le) Breton (est la langue Celtique, ou, des anciens Gaulois)
un diskioner gallek, pe vrezhonek
un dicciôner gallecq, pe vrezonnecq
1732
Référence :
GReg
pg (un) dictionnaire (françois, ou breton)
Skouerioù hon tadoù-kozh, tud vat ha kalonek, enno a zo skrivet e gwerzioù brezhonek; e gwerzioù a laka pep telenn da ganañ, pep kalon da lammat hag an eñv da dridañ.
Skoueriou hon tadou koz, tud vad ha kalounek, enn-ho a zo skrivet e gwersiou brezounek, e gwersiou a laka pep telen da gana, pep kalon da lammet hag ann env da drida.
1867
Référence :
MGK
p4
Na fell ket lezel da goue[zh]añ kentañ kelaouenn vrezhonek penn-da-benn a zo bet savet er vro bete-vremañ. Ar c’hontrol eo, ret eo labourat eviti, ha kreskiñ ane[zh]i bepred. Ur poent a enor a dle be[z]añ evidomp.
Na fell ket lezel da gouean kentan keloen vrezonek penn-da-benn a zo bet savet er vro bete vreman. Ar c’hontrol eo, red eo labourat evit-i, ha kreski anei bepred. Eur poent a enor a dle bean evid-omp.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1
Ar Varzed a dle skoaziañ en Breizh, ha zoken er broioù all, ar c'hevredigezhioù diazezet war ur spered brezhonek.
Ar Varzed a dle skoazia en Breiz, ha zoken er broiou all, ar c'hevredigeziou diazezet war eur spered brezonek.
1909
Référence :
REZI
p.19
Breuriezh ar Varzhed a zo krouet evit magañ, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yezh, al lennegezh hag an ijinoù brezhonek ; diazezañ warne emsav ar vro ; mirout un ere etre Breizh hag an holl vroioù keltiek ; lakaat peoc'h hag unvaniezh etre ar Vreizhiz.
Breuriez ar Varzed a zo krouet evit maga, difenn, adsevel ha mirout ar spered hag ar glad keltiek ; sevel ar yez, al lennegez hag an ijinou brezonek ; diazeza warne emzao ar vro ; mirout eun ere etre Breiz hag an holl vroiou keltiek ; lakaat peuc'h hag unvaniez etre ar Vreiziz.
1909
Référence :
REZI
p.18
brezhonek
brezonek
1927
Référence :
Geri.Ern
pg brezoneg
brezhonek
brezonek
1931
Référence :
VALL
pg breton (de langue br., en langue br.)
brezhonek
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XV
Leanez e vije bet, ne vije ket bet muioc'h devot, plediñ a reas gant an Iliz, ober a reas katekizoù d'ar vugaligoù : katekiz brezhonek n'eo ket ret lavarout.
Leanez e vije bet, ne vije ket bet muioc'h devod, pledi a reas gant an Iliz, ober a reas katekizou d'ar vugaligou : katekiz brezonek n'eo ket ret lavarout.
1944
Référence :
EURW.1
p13
KENTAÑ SKOL VREZHONEK AN AOTROU VALLÉE.
KENTA SKOL VREZONEK AN AOTROU VALLÉE.
1944
Référence :
EURW.1
p53
N'eo ket en ur golaj, renet gant Bretoned evel hini Gwengamp, eo e vije bet roet frankiz da gelenn ar yezh vrezhonek.
N'eo ket en eur Golaj, renet gant Bretoned evel hini Gwenngamp, eo e vije bet roet frankiz da gelenn ar yez vrezonek.
1944
Référence :
EURW.1
p53
Graet em eus anaoudegezh e Dinan gant an ao. Kenec'hdu en deus savet eno ur skol vrezhonek : heuliet e vez ingal e gentelioù gant un 40 bennak a zeskerien.
1944
Référence :
ARVR
Niv. 165
Rak lenner on, ha lenner aketus, d’ho pennadoù brezhonek, ya, war ho kazetenn.
Rak lenner oun, ha lenner aketus, d’ho pennadou brezonek, ya, war ho kazetenn.
1944
Référence :
EURW.1
p.92
Da ziwezhañ, e voe lodennet etre ar saverien werzioù, sonioù ha pezhioù[-]c’hoari brezhonek ur somm a 500 lur kinniget gant an itron Mosher.
Da ziweza, e voe lodennet etre ar saverien werziou, soniou ha peziou c’hoari brezonek eur somm a 500 lur kinniget gant an Itron Mosher.
1944
Référence :
EURW.1
p.190
Teatr brezhonek poblus, 6 pezh .. .. .. 1910
Teatr brezonek poblus, 6 pez .. .. .. 1910
1944
Référence :
EURW.1
p2
– « Me, emezi, stad enni, am eus anavezet mat ur skrivagner brezhonek brudet, Prosper Proux, a Werliskin ».
– « Me, emezi, stad enni, am eus anavezet mat eur skrivagner brezonek brudet, Prosper Proux, a Werleskin ».