Adv.
I.
[1850, 1904, 1960] Ur predig amzer zo.
[1850] E-getaou. [1850] A-getaou. [1850] A-ketaou. [1850] Ergentaou.
[1904] A-gentaou.
[1960] Klevet 'm eus, person, ergentaou, / Diwar da benn ur ger pe zaou.
2. [1850] N'eus ket pell, nevez zo.
[1850] Edo amañ a-ketaou.
HS. kentaou.
&
(en e furm vihanaat)
Ergentaouik : nevezik zo.
II.
(db. ur mare tremenet)
1. Er beure-mañ.
Ergentaou e oa yen an amzer.
2. Hiziv, goude merenn.
Ergentaou int bet o vale.