Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
11
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Den a gar e vro c'henidik, a ziskouez e doare pe zoare e garantez eviti hag en he servij gwellañ ma c'hall. Ur brogarour fall. Brogarourien ha brogarourezed Breizh. & (impl. da stn.) Breizhiz brogarourien.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Ar vrogarourien a oa bet pedet holl d'en em gaout e sal vras ti-kêr Montroulez, kentañ solieradur, d'ar Sadorn 13 a viz Eost 1898 da glevout prezegennoù a-zivout adsavidigezh Breizh.

1944
Référence : EURW.1 p66

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Référence : EURW.1 p68

Ur brogarour a oa d'e vod ; ne oa netra da rebech dezhañ nemet ne ouie ket brezhoneg. Ne oa ket dre e faot.

1944
Référence : EURW.1 p70

Brogarourezed e oant, hag o div e raent war-dro an Aotrou Vallée.

1944
Référence : EURW.1 p.122

Mignoned ar vrogarourien / Eo amañ ar vicherourien.

1960
Référence : PETO p45

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux