1. Liv zo anezhañ ur meskad a c'hlaz hag a ruz ; liv damheñvel ouzh hini ar melion.
Liv dilhad eskibien ar relijion gatolik eo al limestra.
2. Dre ast.
Mezher limestra e liv.
Krl.
Arabat eo peñseliat burell gant limestra.
3. Danvezenn, liñvenn limestra a dalvez da livañ.
Référence :
GON.II
pg limestra (Il ne faut pas faire un assemblage de deux choses, dont l'une est précieuse et l'autre vile, grossière.)
« Eno, te a yel da gousket / War ar pluñv kuñv, en ur c'holc'hed ; / Lojet vezi en ul lez kaer / Zo da ur roue pe da ul laer, / E solieroù goloet a-bezh / Gant limestra eus an Indez. »
» Eno, te a iel da gousket / » War ar plunv kunv, enn eur c'holc'hed ; / » Lojet vezi enn eul lez kaer / » Zo da eur roue pe da eul laer, / » E solierou goloet a-bez / » Gant limestra euz ann Indez.
1867
Référence :
MGK
p127
Hemañ a oa gantañ en e gerc’hen un doneg verr lien gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre ur gouriz a-liv gant an doneg.
Heman a oa gantan en e gerc’hen eun doneg verr lïen gwenn bevennet a limestra a oa stardet en e zargreiz dre eur gouriz a liou gand an doneg.
Ar ger-mañ a deu diwar ar galleg rakklasel "limestre" a raed eus lien a veze gwiadet e kêr Rouan. Implij anezhañ en doa bet graet Rabelais da skouer. An termen e-unan a oa deuet diwar anv ur gêr e Bro-Saoz, Lemster (hiriv an deiz : Leominster) war harzoù Bro-Gembre. Evel e c'hoarvez alies evit an danvezioù eo bet lakaet dezho anv ar gêr e-lec'h ma vezent graet.