Stourm difeuls war-eeun a zo ur bedagogiezh lakaet e pleustr koulz hag un taol fall roet d'an enebourien.
Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.
A-drugarez da stourmoù difeuls, war-eeun hag er-maez lezenn alies, eo aet gwirioù ar vrezhonegerien war-raok.
Gallout a reomp-ni diskouez bezañ difeuls ar muiañ ar gwellañ oute, koulz ha moustrañ ar muiañ posupl war hon fulor - evel-just hon dez santadoù ha fromoù evel-se ni ivez - o chom digor ha doujus oute, ha prest d'ober gant pedagogiezh.
P'emaomp ganti ez eo an harz-debriñ pe, taeroc'h c'hoazh, an harz-evañ, an doareoù feulsañ a c'hall ur stourmer difeuls ober outañ e-unan.
Dreist pep takad gris ar stourm difeuls e vez kavet [e kaver] kudenn an distruj madoù.
Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.
Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.
Hag, ouzhpenn se, e vo roet ur skeudenn deus ar re vravañ, difeuls-tre ha kazi kenedus.
An degouezhioù-se a zo digarezioù ouzhpenn da amprouiñ pegen pouezus eo ar c'hehentiñ dilavar da gentañ, hag ar c'hehentiñ difeuls da c'houde.
Mots précédents
Mots suivants
difeulster