I.
H.g.
1. Pezh eur boas d'ober, da welet.
Brasoc'h mentet eget an ordinal.
&
Tr. adv.
D'AN ORDINAL, EVEL (D') AN ORDINAL : dre voaz, peurliesañ.
Ar c'hi, evel d'an ordinal, a c'haloupe a-raok. Ober soubenn an ognon evel an ordinal. Merenn a vez, d'an ordinal, da zek eur hanter.
2. Relij.
ORDINAL AN OFERENN : ar pedennoù eus an oferenn na gemmont ket hervez gouel an deiz.
II.
G.
AN ORDINALOÙ : an dud eur boas da welet.
Ma 'meus dalc'het soñj eus ar re-mañ eo dre m'edont disheñvel diouzh an ordinaloù.