Tr. stl. isur.
RAKTAL MA : kerkent ha ma.
Raktal ma klevas trouz ar c 'harr o tostaat e redas etrezek ar porrastell. Mont a rin di raktal ma vo goulennet diganin.
DHS. adal (ma), diouzhtu (ma), diwar (ma), kentañ (ma), kentizh (ma).
Gervel a ra 'r marv, hag an Ankoù war-c'hed / Raktal m'er c'hlev, d'e gaout d'an daoulamm-ruz a red.
Gervel a ra 'r maro, hag ann ankou war c'hed / Rak-tal m'her c'hlev, d'he gaout d'ann daou-lamm ruz a red.
1867
Référence :
MGK
p68
Raktal ma voe gwelet / O vont kuit, o tec'het, / Ar chaseer warnañ a viz eeun hag a denn ; / Hag ar c'honikl d'ar red, ha Sezar oc'h torgenn.
Rak-tal ma voe gwelet / O vont kuit, o tec'het, / Ar chaseer war-n-han a viz eeun hag a denn ; / Hag ar c'honikl d'ar red, ha Sezar oc'h torgenn.
1867
Référence :
MGK
p113
Raktal m'en em weljomp e tiwanas etrezomp mignoniezh tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechoù e tec'hemp diwar ar selloù evit ober hon-daou pourmenadennoù en-dro da Berroz.
Raktal m'en em weljomp, e tiwanas etrezomp mignoniez tost ; en em glask a raemp da vont da c'hoari a-gevret war an aod, da vont da vrañsigellat er jardin, hag a-wechou e tec'hemp diwar ar sellou evit ober hon daou pourmenadennou en dro da Berroz.