A-hend-all e oant heñvel-rik.
Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
Lenn a ris goude er gelaouenn e voe bet kaset an dud yaouank-se, evito da vezañ didamall-rik, da di ar c’homiser, ha dalc’het e voent eno ne oar den pegeit, rak dre gaer pe dre heg e felle d’ar Rusianed klevout diganto, ha peseurt droug e oant e-sell d’ober d’an Impalaer, hag anv o c’henwallerien, ha gant piv e oant bet aliet pe gopraet, ha pegement arc’hant o devoa bet, hag ac’hann, hag aleshont, ken ma voent war var d’anzav n’eus forzh petra, gant ma vije paouezet ganto, da vihanañ ul lajadig…
Ha pa voe disec’hed rik korzailhenn, staon ha skevent an den fuloret, ken ma vane emichañs e deod war ispilh [war-ispilh]… Flak !... flak !... div wech diouzhtu e skopas etre daoulagad ar soudard kablus.