Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Tr. het. SALV MA, SALV E. 1. (gant ur v. en amzer-da-zont, en doare-diskl. pe en doare-div.) Troienn a verk an het en amzer-da-zont. Salv ma vo kavet paotred ha merc'hed kalonek. Salv ez afe ar gazetenn-mañ e kement ti ma ouzer ar brezhoneg. HS. gant (ma). 2. (gant ur v. en amzer-dremenet en doare-div.) Troienn a implijer da ezteuler ar c'heuz. Salv ma vije deuet a-benn an troour d'ober kement all. Salv o dije gallet dont a-benn eus o zaol : domaj eo pa n'o doa ket gallet dont a-benn eus o zaol. [1878] Salv o divije gellet dont a-benn eus o zaol, rak neuze Frañs n’he divije ket bet da ruziañ da vezañ lakaet d’ar marv ur Roue hag ur Rouanez ker mat ha ker karantezus e-keñver an holl ! [1949] Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa !

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Den ne ouie da belec’h e oa aet. Lod a lavar e oa deuet Doue da bikat e galon o welet feiz start Plougerneiz, rak gouzout ervat a rae e oa kuzhet, dre ar vro, beleien hag a gofesae an dud a-raok mervel hag a vadeze ar vugale en ur zont war an douar ; salv e ve gwir ?

1877
Référence : EKG.I. p.239

Salv o divije gellet dont a-benn eus o zaol, rak neuze Frañs n’he divije ket bet da ruziañ da vezañ lakaet d’ar marv ur Roue hag ur Rouanez ker mat ha ker karantezus e-keñver an holl !

1878
Référence : EKG.II p.73-74

salv e viches marv

1909
Référence : BROU p. 417 (je voudrais que tu fusses mort)

salv

1909
Référence : BROU p. 417 (formule optative)

Levenez, kan ha c’hoarzh salv ma vezint bepred ez kêr, unvaniezh ha kengarantez o ren dindan da doenn, ez kloz, war da zouar, e-touez da vugale, da vevelien, da vitizhien !

1923
Référence : SKET p.84

Mont ez raok n’ec’h eus ken d’ober, ha lakaat evezh ouzh ar froudoù. Treizh mat dit ! Salv ma tiraezi penn ar stêr, ma weli, laouen ha dic’hloaz, heol warc’hoazh o parañ !

1924
Référence : SKET.II p.43

Salv e vefe ac'hanon-me da gefrisa ! - O ! o ! a droc'he ar breur Arturo, o virvilhañ. Arabat ! arabat !... Va danvez-pried-me n'eo ket eus ar Bed-mañ. Va muiañ-karet-me ne c'hell bezañ ha ne vo nemet Hor Mamm Santel an Iliz.

1949
Référence : SIZH p.57

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux