1. Peul bihan a sanker en douar hag a dalvez da verk evit lec'hiañ udb.
DHS. piked.
HS. pikerom.
2. MERDEAD.
Tamm koad pe metal staget e lec'hioù zo war ur vag, evit treiñ ar funioù en-dro dezhañ.
Kuilhañ ur fard war un taked.
[1925] Ar skoud vras troet war an taked.
Saig, ur briz reut a avel anezhi, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn kleiz ar skoud vras troet war an taked, a ziskoueze d’ar paotr penaos dizaveliñ ar [ouel vras], lofiñ dindan ar rizennadoù.
Saïg, eur briz reud a avel anei, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn klei ar skoud vras troet war an taked, a ziskouee d’ar pôtr penôs dizaveli ar gouel bras [sic, "ar ouel vras"], lofi dindan ar rizennadou.
1925
Référence :
BILZ2
p.107
— Un dro varv ha daou hanter klav war an taked pe war ar bit gant ar grelink, ha bec’h war ar vag ! a gemennas Saig…
— Eun dro varv ha daou hanter kla (1) war an taked pe war ar bit (2) gant ar greling, ha bec’h war ar vag ! a gemennas Saïg…