Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Kalz pe pell a-uc'h live udb., gorre an douar dh. Ar c'houmoul a sav uhel en aer. & (er c'heñveriadennoù) A-uc'h. Ret eo liammañ ar c'har uheloc'h eget ar gloaz. [1877] Hor pemp tenn a grozas, ha ker buan e klevjomp pemp tenn all laosket gant hor pemp kamarad a yoa uheloc’h d’an nec’h ; etrezomp edo ar soudarded. 2. (kenstrollet laosk ouzh un ag.) E doare ma'z eo uhel. Mentet-uhel : uhel e vent. Awenet-uhel : dreist da awen an darn vrasañ. 3. (db. ar sonioù) E doare ma vez klevet mat. C'hoarzhin, komz uhel. & [1925] [D]en biskoazh na glevas Saig Jelvest [...] o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben [...]. 4. Difetis Dreist d'an darn vrasañ. Sevel uhel e karg. Prizañ uhel ub., udb. 5. Trl., dre let. TENNAÑ UHEL : tennañ un niverenn vat (el lotiri da sk.).

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

Pleget e benn, [e] oa evel ar bleiz : ne selle nag uhel nag izel, nag a-gleiz nag a-zehou, mes treiñ ha distreiñ a rae a bep tu, e zaoulagad a yoa deuet da vezañ ruz evel daou gef-tan.

1877
Référence : EKG.I. p.57

Hor pemp tenn a grozas, ha ker buan e klevjomp pemp tenn all laosket gant hor pemp kamarad a yoa uheloc’h d’an nec’h ; etrezomp edo ar soudarded.

1877
Référence : EKG.I. p.278

Digorit ho kalon ker bras ha ma kerfot, savit ho spered uhelañ ma c’hellfot, ha lavarit din ha c’hwi hoc’h eus klevet ur c’han ken dudius, gwelet un dra ker burzhudus ?

1877
Référence : EKG.I. p.99-100

Goude e teue tro c’hoari al logodennig. Boz war voz uhel uheloc’h c’hoazh ar vugale a save o daouarn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Référence : BILZ2 p.105

Sede va c'hloc'hdi dantelezhek-uhel ha meurdezus gant e gleier arem o teurel e skeud ramzel war an ti bihan e-lec'h ma'z on ganet

1929
Référence : SVBV p.17

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Référence : EURW.1 p68

Lakait war se ar vouezh putañ, trenkañ, a zo tu da glevout ; ur gomz tagnous, rok, evel ur chilpadenn ; setu eno poltred ar barzh brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezhonek, an uhelañ.

1944
Référence : EURW.1 p.97

Etre bourk Lotei-Landremel hag hini Sant-Kouli, uhel, uhel war an duchenn, dirak an hent bras, emañ Karreg-al-Louarn.

1944
Référence : ATST p.10

Uhel-uhel, en oabl glas trellus, e plave ur gup, difiñv, e-giz ouzh o spiañ.

1949
Référence : SIZH p.53

Ha dont a rae d'hec'h arroud, soublet hebleg he fenn hag he divskoaz war-raok, he sell paret war vein an hent, ouzh piltrot he botoùigoù gwenn uhel-seuliet, gant ar c'hammedoù-se, mibin ha munut, a verc'hed kêr, a vez souezhet ganto, evit ar wech, ar wazed yaouank, betek krediñ en o ardoù blizik.

1949
Référence : SIZH p.66

Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.

1949
Référence : SIZH p.44

Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.

1949
Référence : SIZH p.64

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux