(war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor")
Furm eus ar verb endevout en doare-divizout a-vremañ.
I.
(er c'hentañ gour unan)
1. (war-lerc'h "am)
[1659] Evel pa'm be karg.
[1867] Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez.
HS. am befe
2. (war-lerc'h "em")
[1867] Dezhi [d'ar vaot] neuze lavar : / Ha perak d'an heizez em be kement a zoan ? / Setu amañ peadra da'm c'hoan !
HS. em befe
II.
(er c'hentañ gour lies)
[1850] Mar hor be ur baouig amañ e pakfemp pesked.
[1960] Gant aon hor be fallsouezhenn / Hag e tennfe deomp treuflezenn, / It ganti da gerc'hat diouzhtu, / Ar person touer, ar c'hi du.
HS. hor befe
13. An impalaer Sezar a respontas : me a c'hallse envat he c'hrontragniñ da sakrifiañ, evit-se gwell eo genen ez ve faezhet dre hoc'h argumantoù ha ho rezonoù :
13. an impalarz cesar a respontas me agalse infat he contrainy da sacrifie euit ce guell eo gueneff ez ve fezet dre ho argumentou ha ho raysonou :
1576
Référence :
Cath
p12
[«]Ha neuze pa ez vezo aznavezet dre c'hras Doue ar C'hrouer, da vezañ soveren d'an holl draezoù, ha ne ve ket posipl kavout dezhañ heñvel, neuze azeul-eñ ha glorifi-eñ, rak hennezh eo Doue an holl doueoù hag Aotrou an holl aotrounez.[»]
ha neuse pa ez vezo aznauezet dre graç doue an croueerr, da vezaff soueran dan holl traezou ha ne ve quet possibl caffout dezaff heuell, neuse azeule ha glorifie, rac henez eo doue an oll doueou hac autrou an holl autrounez :
1576
Référence :
Cath
p7-8
evel pa'm be karg
euel p'am be carg
1659
Référence :
LDJM.1
pg comme si i'auois charge
pe eur bennak a ve
pe heur bennac a véz
1732
Référence :
GReg
pg heure (A quelque heure que ce soit.)
Ma ven pinvidik em be kezeg kaer.
Ma venn pinvidik, em bé kézek kaer
1850
Référence :
GON.II
p.94, livre second, « Si j’étais riche, j’aurais de beaux chevaux ».
Mar hor be ur baouig amañ e pakfemp pesked.
Mar hor bé eur baouig amañ, é pakfemp pesked.
1850
Référence :
GON.II
pg baouik (Si nous avions une nasse, nous prendrions du poisson).
— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »
— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e leac'h kaout eunn doen, / M'am be, evel ar goulm, diouaskel da nija, / Me a ve eat dija / Da c'houzout e peleac'h eo dalc'het ann heizez, / Hor mignounezik kez, / Skanv evel ann avel ; koulz a ma'z eo lijer, / Ez eo ive tener. »
1867
Référence :
MGK
p46
Dezhi [d'ar vaot] neuze lavar : / — « Ha perak d'an heizez em be kement a zoan ? / Setu amañ peadra da'm c'hoan ! »
D'ezhi [d'ar vaot] neuze lavar : / — « Ha perak d'ann heizez em be kement a zoan ? / Setu ama peadra d'am c'hoan ! »
1867
Référence :
MGK
p48
En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.
En em harpit noz-deiz ann eil hag egile, / Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ; / Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal, / Gant aoun na ve anken enn hent oc'h ho kedal.
1867
Référence :
MGK
p21
anez ma ve
1927
Référence :
Geri.Ern
pg anez (s'il n'est pas, à moins qu'il ne soit)
« Selaouit hag e klevot gwell a se, nemet ha tud bouzar e ve, an eil a lavaro d'egile ».
1944
Référence :
EURW.1
p26
« Ar Breizhad a ve divlam mar n'evfe nemet dour », emezañ.
« Ar Breizad a ve divlamm mar n'evfe nemet dour », emezañ.
1944
Référence :
EURW.1
p55
Gant aon hor be fallsouezhenn / Hag e tennfe deomp treuflezenn, / It ganti da gerc'hat diouzhtu, / Ar person touer, ar c'hi du.
Gant aon hor be fall-souezenn / Hag e tennfe deomp treuflezenn, / It ganti da gerc'hat dioustu, / Ar person touer, ar c'hi du.
1960
Référence :
PETO
p69
Pa vezomp o komz an eil gant egile ha pa vez hegazet e ra atav "ar flik" ac'hanon. Met pa vez kaoz eus Katerina e ra ar poliser ac'hanon, gant aon na ve anoazet ma merc'h moarvat, ha pa ne vez ket ganeomp.