Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »

1867
Référence : MGK p92

Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardaez, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godelloù, ac’h eas d’ar gêr, war o fouez, goustadik, demzerret o daoulagad, skuizh o fenn da vezañ douget e-pad keit amzer mennozhioù ken boull ha ken goullo.

1925
Référence : BILZ2 p.138

Pa selle outañ, krinet e vin ha dislivet, krommet e zivskoaz dindan ar bloavezhioù, ivez dindan pouez ar vuhez diroll en devoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

1925
Référence : BILZ2 p.153

Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.

1954
Référence : VAZA p.139-140

L'Office public de la langue bretonne