[2020] Kleñved-red diwar ur c'horonavirus.
[2020] Ar C'HOVID-19.
Note d'étude
Meur a zoare a gaver da lizherennañ an termen-mañ diouzh ar boaz ma vez ar c'hevredigezhioù outañ da-geñver pandemiezh ar C'HOVID-19 ha diouzh ar buan m'en deus gae : gant pennlizherennoù (COVID), gant ur bennlizherenn e penn-kentañ ar ger (Covid) pe gant lizherennoù bihan (covid). Cheñch-dicheñch e c'hall bezañ diouzh an eil testeniekadur d'egile met dre vras e ya an doareoù da lizherennañ da-heul ar skeul meneget uheloc'hig.
Étymologie
An termen COVID a deu diwar an anv erbedet gant Aozadur bedel ar yec'hed. Ur gwreskanv eo : COronaVIrus Disease. Talvezout a ra an anvadur saoznek kement ha "kleñved dre goronavirus".
Goude an anv-se e lakaer an div niverenn diwezhañ ar bloavezh m'eo skignet ar c'hleñved-se diwar-se : COVID-19.