Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(war-lerc'h ar merkoù gour unan gourel "en" ha benel "he", pe war-lerc'h ar merk gour lies "o") Furm eus ar verb endevout e trede gour en amzer-dremenet strizh. I. (en trede gour unan) 1. (Impl. goude ar merk gour gourel "en"). [1622] Grit din [Mari] plaen dougen testeni / A'r poanioù, allas, ha'r c'hastiz / En devoe Doue, hor gwir Roue-ni, / Hag a'r glac'har e Kalvari. [1850] Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù. [1867] Hemañ, p'en doe klevet petra voa c'hoarvezet, / A red, kollet e benn, da glask korf e c'hrweg kaezh, / Evit he lienañ, hag he lakaat er bez. [1867] E verer tieg avat en devoe peadra, / Kement hag a oa ret en e zouar da hadañ. [1867] Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù. [1931] Kentañ tizh en doe e voe ober. [2012] Un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini. [2013] Da dalañ en doe ouzh tri diaester. 2. (Impl. goude ar merk gour benel "he"). [1576] Pan he devoe disputet kalz doktamant ar mister a'n inkarnation a vab Doue, Kezar a voe meurbet ebaiset, ha ne c'halle ket respont dezhi. [1867] Evit lavaret berr, bez' he doe he goulenn. II. (en trede gour lies; impl. war-lerc'h ar merk gour nepreizh "o"). [1867] P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

6. Pan he devoe disputet kalz doktamant ar mister a'n inkarnation a vab Doue, Kezar a voe meurbet ebaiset, ha ne c'halle ket respont dezhi[.]

1576
Référence : Cath p8

Grit din [Mari] plaen dougen testeni / A'n poanioù, allas, ha'n c'hastiz / En devoe Doue, hon gwir Roue-ni, / Hag a'n glac'har e Kalvari.

1622
Référence : Do. p63

Mari, mestrez ar gwerc'hezed, Pa zeuy ar marv, zo garv-meurbet, Gant daeloù, kañvoù, em c'haouded, c'hwi ouzh Jezuz ma eskuzit. Grit din plaen dougen testeni A'r poanioù, allas, ha'r c'hastiz En devoe Doue, hor gwir Roue-ni, Hag a'r glac'har e kalvari. Grit din, Mari, Dre ar goulioù a eure outraj an tachoù, Na zeuy a ziwezh da zeroù, Nepred drougspered d'hor metoù.

1622
Référence : Do. p63

Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù : ha Ruth a zeuas didrouz, ha goude bezañ dizoloet ar pallenn war-zu an treid, en em daolas eno.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth p104

Hemañ, p'en doe klevet petra voa c'hoarvezet, / A red, kollet e benn, da glask korf e c'hrweg kaezh, / Evit he lienañ, hag he lakaat er bez.

1867
Référence : MGK p143

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehoù : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'oa eno o c'hoari.

1867
Référence : MGK p3

E verer tieg avat en devoe peadra, / Kement hag a oa ret en e zouar da hadañ.

1867
Référence : MGK p89

Evit lavaret berr, bez' he doe he goulenn.

1867
Référence : MGK p108

P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

1867
Référence : MGK p37

P’he devoe Derkeia rannet ar gerioù emaon o tisplegañ e steuzias diouzh o selloù e tenvali[j]enn an noz, nemet he mouezh a glevjont ur wech c’hoazh o c’harmiñ : [...].

1923
Référence : SKET p.106

Evit ar gouennoù all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevezh, darn anezho eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammoù o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e dourioù ar stêrioù, e gwez ar c’hoadoù, e rec’hier ar menezioù.

1923
Référence : SKET p.31

Daou vab en devoe ker brudet ha ker brudet o-daou, Omios ha Nemetos.

1923
Référence : SKET p.56

kentañ tizh en doe e voe ober

1931
Référence : VALL pg aussitôt

Kentañ tra en devoe ar c'heginer da gemenn din diouzh ar mintin eo e oa bet teir yar lazhet en o c'hlud.

1985
Référence : DGBD p92

Sellout a reas en-dro dezhañ, hag ur santad displijus hag iskis en devoe pa dreuzas ar c'helc'hva a oa bet leun a studierion drant un deiz, hag a oa bremañ ul lec'h kañvaouus ma rene an tav.

2012
Référence : DJHMH p43

An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.

2012
Référence : DJHMH p46

da dalañ en doe ouzh tri diaester

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 19

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux