Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(war-lerc'h ar merkoù gour unan gourel "en" ha benel "he", pe war-lerc'h ar merk gour lies "o") I. Furm voas eus ar verb endevout e trede gour en amzer-dremenet ledan. A. (en trede gour unan) 1. (war-lerc'h "en") [2015] Ar pezh a zo gwir ivez evit ne vern peseurt tuer en deveze darempred gantañ hag e oa troet an traoù da fall etreze, evel evit ne vern peseurt dastumer ivez, kevezer dezhañ. [2015] Plijadur en deveze o valeata er palier taolennoù yen ha hirisus a oa en e gengiz ha sellout ouzh poltredoù diseurt ar re a rede o gwad en e wazhied-eñ. 2. (war-lerc'h "he") B (en trede gour lies, war-lerc'h "o") [1985] Gopret e veze ar re o deveze c'hoant gounit un tamm arc'hant neuze evit pevar pe c'hwec'h miz, pe zoken evit bloaz pe zaou. [1985] Hag evit mont da glask maniok pe bananez o deveze va zud ur flipad mat a hent d'ober, c'hwec'h lev mont ha c'hwec'h lev dont, gant o samm en distro ar pezh o lakae da vezañ un devezh hanter oc'h ober o zro. [1985] An danvez-mañ a veze prenet alies evit kinnig d'ar re o deveze bet un tamm labour tenn da ober ! II. Furm eus ar verb endevout e trede gour en doare-divizout tremenet. A. (en trede gour unan) 1. (war-lerc'h "en") [1732] Eñ en deveze karet. [1732] Ma n'en deveze ket bet pec'hed hon tad kentañ Adam, mab Doue n'en deveze ket marteze en em c'hraet den. 2. (war-lerc'h "he") [1732] Hi he deveze bet. B (en trede gour lies, war-lerc'h "o") [1732] R'o deveze bet. HS. dije.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

eñ en deveze karet

1732
Référence : GReg Rakskrid (il auroit aimé)

ma n'en deveze ket bet pec'hed hon tad kentañ Adam, mab Doue n'en deveze ket marteze en em c'hraet den

1732
Référence : GReg pg actuellement

r'hon beze bet ; r'ho peze bet ; r'o deveze bet

1732
Référence : GReg pg avoir (que nous eussions eu ; que vous eussiez eu)

hi he deveze bet

1732
Référence : GReg pg avoir (elle auroit eu)

P’en deveze ur gourdrouz bennak da ober da unan eus e veleien, her grea gant kement a zousder ma teue, e berr gomzoù, da c’hounit ar galon.

1877
Référence : EKG.I. p.8

Bet gantañ e aval, ar paotr n’en deveze ken selloù na karantez nemet evit ar vignonezig koant penn-melen he doa e roet dezhañ.

1923
Référence : SKET p.68

An hini a vouzhe da astenn e zorn en deveze daou daol e-lec'h unan.

1944
Référence : EURW.1 p22

Da greisteiz ha da goan o deveze ur chaodourennad yod kerc'h etrezo ha pep a zaou wenneg ouzhpenn.

1944
Référence : EURW.1 p24

Hag ar mererezh-bro a rae ivez ar pezh a c'helle evit kavout tud evit al labourioù ; gopret e veze ar re o deveze c'hoant gounit un tamm arc'hant neuze evit pevar pe c'hwec'h miz, pe zoken evit bloaz pe zaou...

1985
Référence : DGBD p44

Hag evit mont da glask maniok pe bananez o deveze va zud ur flipad mat a hent d'ober, c'hwec'h lev mont ha c'hwec'h lev dont, gant o samm en distro ar pezh o lakae da vezañ un devezh hanter oc'h ober o zro.

1985
Référence : DGBD p108

Rak gouzout a raent o devoa ivez o c'halanna da gaout, pa na ve ken butun (an danvez-mañ a veze prenet alies evit kinnig d'ar re o deveze bet un tamm labour tenn da ober !) - Anat eo ivez eo o devoa ar re a c'helle en em wisket faro.

1985
Référence : DGBD p118

Ar pezh a zo gwir ivez evit ne vern peseurt tuer en deveze darempred gantañ hag e oa troet an traoù da fall etreze, evel evit ne vern peseurt dastumer ivez, kevezer dezhañ.

2015
Référence : EHPEA p60

Plijadur en deveze o valeata er palier taolennoù yen ha hirisus a oa en e gengiz ha sellout ouzh poltredoù diseurt ar re a rede o gwad en e wazhied-eñ.

2015
Référence : POLDG p. 225

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux