Hag ar mererezh-bro a rae ivez ar pezh a c'helle evit kavout tud evit al labourioù ; gopret e veze ar re o deveze c'hoant gounit un tamm arc'hant neuze evit pevar pe c'hwec'h miz, pe zoken evit bloaz pe zaou...
Hag evit mont da glask maniok pe bananez o deveze va zud ur flipad mat a hent d'ober, c'hwec'h lev mont ha c'hwec'h lev dont, gant o samm en distro ar pezh o lakae da vezañ un devezh hanter oc'h ober o zro.
Rak gouzout a raent o devoa ivez o c'halanna da gaout, pa na ve ken butun (an danvez-mañ a veze prenet alies evit kinnig d'ar re o deveze bet un tamm labour tenn da ober !) - Anat eo ivez eo o devoa ar re a c'helle en em wisket faro.
Mots précédents
Mots suivants
o dije