Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

(war-lerc'h ar merkoù gour unan gourel "en" ha benel "he", pe war-lerc'h ar merk gour lies "o") Furm eus ar verb endevout e trede gour en doare-divizout tremenet. I (en trede gour unan) 1. (war-lerc'h "en") [1949] P'en dije kaset da vat e holl studioù. [1960] Piv en dije lâret d'al lôn / Emaomp-ni warnañ o klask tu / D'en stlapañ pell en ifern don ? [2015] C'hoazh m'en dije lazhet anezhañ pe gant un arm-tan pe o skeiñ gantañ gant un draezenn bounner bennak. 2. (war-lerc'h "he") [1911] Hon c'hoant eo he dije, en XXd kantved-mañ; goude un amzer re hir a vestroniezh ken garv a-berzh Bro-C'hall hag a sentidigezh ken gwak a-berzh Breizh, hon mouezh priz un eneberezh didrec'hus. [1960] Ur burzhud bras a-berzh an Neñv / He dije plac'h, e-lec'h gour kreñv, / Kefridi start da gas da benn / O reiñ deoc'h skor ouzh marv tenn. II (en trede gour lies, war-lerc'h "o") Ar re baour hag ar vourc'hizion vihan ne oant ket evit paeañ, nemet o dije graet un amprest gant ar bank. [1954] Mar bije chomet bev va mamm un dek vloaz bennak ouzhpenn, troet o divije an traoù e stumm-all evit he mab, ha moarvat en ur stumm kalz gwelloc’h [...]. HS. deze

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

Ar seizh chouant a lammas en ti, baionetez o fuzuilh a-raok evit toullgofañ an hini en dije esaet enebiñ.

1877
Référence : EKG.I. p.121

Hon c'hoant eo he dije, en XXd kantved-mañ; goude un amzer re hir a vestroniezh ken garv a-berzh Bro-C'hall hag a sentidigezh ken gwak a-berzh Breizh, hon mouezh priz un eneberezh didrec'hus.

1911
Référence : PSEP p I

O voustrañ dezhi he genou gant e zorn d’he herzel da grial e talc’has anezhi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed.

1923
Référence : SKET p.103

Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.

1923
Référence : SKET p.116

Ur c’hozhiad hirhoalet-tre, e zremm bet klañv ha manet gwan, en dije gallet parañ e zaoulagad war ar rod-se, diboan-kaer, gant moug ez oa ar skleur diouti.

1924
Référence : SKET.II p.49

« C’hwi a rae dezhañ chom er gêr d’ar sul ["Sul"], gant aon en dije uzet tachoù e votoù. »

1944
Référence : ATST p.59

Ma oa eno dre e youl gaer e oa, dre m'oa e c'halvedigezh bezañ beleg e servij Doue, p'en dije kaset da vat e holl studioù.

1949
Référence : SIZH p.46-47

... A ! nann ! n'oa ket gwir !..: N'o dije ket komprenet e genskolidi, nemet ar breur Alano e vije bet : re lopez e oant, pe re strizh o spered.

1949
Référence : SIZH p.58

Daleañ en dije talvet kement ha biken.

1949
Référence : SIZH p.59

Evel m'en dije douetet un dra bennak.

1949
Référence : SIZH p.40

Diverañ a rae ar c’hwezhenn [sic, ar c’hwezenn] war he divjod, ruz-tan e oa deut da vezañ he fenn, poan he devoa o tialaniñ hag aliesoc’h-aliesañ e stage da basaat evel p’he divije tapet ar peuk.

1954
Référence : VAZA p.40-41

Mar bije chomet bev va mamm un dek vloaz bennak ouzhpenn, troet o divije an traoù e stumm all evit he mab, ha moarvat en ur stumm kalz gwelloc’h ; met petra’ fell deoc’h, da bep hini e blanedenn ha, gra a gari, biskoazh den ne gavas tu da gilañ dirak ar penn gast-se.

1954
Référence : VAZA p.47

C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.

1954
Référence : VAZA p.93

[...] hag a-bell-da-bell ur bodadig tiez, pe gentoc’h krevier izel ha lous, gant un doenn soul hag ar mogerioù anezho graet gant plenk disliv, hag holl ken bresk da welout ma na vije ket bet ezhomm ur barr avel [barr-avel], nann da !... ur bramm hepken en divije gallet o diskar.

1955
Référence : VBRU p.40-41

Piv en dije lâret d'al lôn / Emaomp-ni warnañ o klask tu / D'en stlapañ pell en ifern don ?

1960
Référence : PETO p66

Ur burzhud bras a-berzh an Neñv / He dije plac'h, e-lec'h gour kreñv, / Kefridi start da gas da benn / O reiñ deoc'h skor ouzh marv tenn.

1960
Référence : PETO p59

Ar re baour hag ar vourc'hizion vihan ne oant ket evit paeañ, nemet o dije graet un amprest gant ar bank.

2015
Référence : EHPEA p.57

C'hoazh m'en dije lazhet anezhañ pe gant un arm-tan pe o skeiñ gantañ gant un draezenn bounner bennak.

2015
Référence : EHPEA p46

L'Office public de la langue bretonne