Ha pa ve ar bed holl teuzet en e galon, / War gorre, enni c'hoazh, ve beuzet ur mor don.
Ha pa ve ar bed holl teuzet enn he galoun, / War gorre, enn-hi c'hoaz, ve beuzet eur mor doun.
1867
Référence :
MGK
p95
P’edont o tistreiñ, e klevjont ur griadenn, mes ne weljont den ; ar soudard a rede war o lerc’h a yoa evel teuzet.
P’edont o tistrei, e klefchont eur griadenn, mez ne velchont den ; ar zoudard a rede var ho lerc’h a ioa evel teuzet.
1877
Référence :
EKG.I.
p.304
Ar goaven [sic] pe ar skarzhadur a sav, evel-se, diwar houarn teuzet, a ve[z] groet ane[zh]i "kaoc'h-houarn".
Ar goavenn pe ar skarzadur a zav, evel-ze, diwar houarn teuzet, a ve groet anei "koc'h-houarn".
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Ur wech teuzet ar skorn, eo distroet an dour d'ar meurvorioù, o lakaat al live anezho da uhelaat : pignidigezh flandrek a vez graet eus ar bignidigezh-se.