Goulennet gant neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo dec'h lâret : Lemmañ kañfard a zo er vro, Yann ar Fluteg e hanv. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e[o] bet gennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellañ, Ho pako 'wecho[ù] da gentañ.
Goulennet gand neb a garfet ; Ha distag-krenn 'vo d'ec'h laret : Lémman kanfard a zo er vro, Iann ar Flutek e hano. Na pegen lemm ve, koulskoude, Ac'h e bet iennet a-zoare : Ar pech peus stignet ar gwellan, Ho pako 'wecho da gentan.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /
Nemet da antronoz-vintin, / E tro an treo war an tu-gin : / Chetu Flutek krenn difunet, / O iudal ‘vel eun den daonet : / “Janed, Janedik, ma fried, / Ma zikouret, mar em c’haret !" /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2