1. [1499, 1850] Pezh eus ar stern-gwiadiñ, e prenn, askorn pe vetal, hir e stumm ha lemm an daou benn anezhañ, a dalvez da anneuiñ ar steuñvenn.
Bulzun ar gwiader. Lakaat neud er vulzun. Ken lies gwezh ma tremen ar vulzun etre an neud kroaziet e lez war he lerc'h un neudenn.
2. Dre heveleb.
Bulzun-egor : egorvulzun.