Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Taol a skriver, a labourer warni. Da zevezh an arnodenn e striv ar skolidi war o burev. 2. Ent strizh Pezh arrebeuri, un daolenn ha tiretennoù dezhañ a c'haller delc'her er c'hloz paperioù, arc'hant, h.a., ennañ. Prennañ e vurev. DHS. taol-skrivañ. II. 1. Pezh ma labourer. Un emvod a vo em burev bremaik. 2. Dre ast. Lec'h labour implijidi ur rann velestradurezh pe un embregerezh bnk. Burevioù an ti-kêr. Burev eskemm*. 3. (dirak ur spizer) Gwazadur kinniget gant un embregerezh. Ur burev studi. III. Izili ur bodad tud dilennet gant o c'heneiled evit kas war-raok obererezh ur gevredigezh da skouer. Dilennet eo bet burev nevez ar strollad. Sekretour ar burev. Un emvod burev. & Burev politikel ur strollad.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

burevioù

1732
Référence : GReg pg bureau (table pour écrire, lieu des Commis, lieu pour vendre)

burev

1732
Référence : GReg pg bureau (table pour écrire, lieu des Commis, lieu pour vendre)

burev

1931
Référence : VALL pg agence, bureau

burevioù

1931
Référence : VALL pg cabinet

burev

1931
Référence : VALL pg cabinet

An traoù a oa renket en doare nevesañ : bez' e oa er burevioù pellgomzerezed ha pellskriverezed .

1944
Référence : EURW.1 p.212

Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma divskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev en abardaez.

1944
Référence : EURW.1 p21

Cavalier en doa anvet din ma c'henseurted taol : e penn da grec'h, hag eñ evel rener, e oa an aotrou Jañ Gwilhoù, komis-noter, ul Leoniad korfet-kaer, ur barv hir ha puilh en-dro d'e elgezh ha d'e c'houzoug ; an aotrou Jañ-Loeiz Herve, komis-perseptor ; an aotrou Maillard, komis-burev ; an aotrounez Abalea hag Aofred, eilvistri-skol.

1944
Référence : EURW.1 p82

Mintinvezh digoradur ar gouel, Vallée a resevas ur bellskridenn digant ar Gannaded a Vro-Gembre da lavarout e oant e Sant-Malo hag ec'h arrujent e gar Gwened goude kreisteiz. Eñ a me a yeas gant hor pellskridenn d'an ostaleri vras da reiñ da c'houzout d'ar Burev.

1944
Référence : EURW.1 p.131

Berthou, ar Berr, Picquenard, tri barzh, a voe lakaet er Burev Kreiz e-lec’h ar Barizianed aet kuit.

1944
Référence : EURW.1 p.190

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Em burev bihan, pleget war ar merkoù, war ar c’hontoù, ma spered a nij da lec’h all.

1944
Référence : EURW.1 p.210

Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.

1944
Référence : EURW.1 p5-6

Bemdez e oan ur Breton bihan o tizoleiñ Breizh e-touez ar re a dremene dre vurev ma zad.

1944
Référence : EURW.1 p19

Gant ar burevioù da gentañ, anat eo : ar maltouterezh, ar post - nag ur souezhenn laouen evidon kavout amañ ouzh va gortoz al luc'hskeudennoù bet tennet e Roazon en deiz a-raok ma oan aet kuit, ha bet kaset din dre nij, e doare ma oant degouezhet eno araozon !

1985
Référence : DGBD p26

En noz-se avat, kerkent ha distaliet an daol, e kemeras ur gantol hag ez eas d'e vurev.

2012
Référence : DJHMH p19

Ya, met n'it ket dre straed Marni rak ne ouzoc'h ket petra 'gavoc'h eus ar Skol Lieskalvezel betek burevioù KUAF. Ali e ven deoc'h da vont dre straed Evelpidon.

2015
Référence : EHPEA p18

Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]

2015
Référence : DISENT p75

N'eo ket sur e welfont ar pezh a c'hoarvez ma'z int stag ouzh kloued ar prefeti pe ouzh rod-stur an tourter, peotramant c'hoazh bac'het e burev PDG un embregerezh etrebroadel.

2015
Référence : DISENT p112

Gwall hir eo roll an obererezhioù difeuls hag er-maez [e-maez] lezenn bet kaset da benn e-pad ar bloavezhioù tremenet hep na vefe bet moustret den e mod ebet : bodadegoù diaotre ha manifestadegoù er-maez [e-maez] lezenn, betek dirak an Elize ; lec'hioù prevez aloubet ha dalc'het, evel stalioù ar merkoù bras sponsorien ar C'hoarioù Olimpek e Sina, trepasoù kenwerzhel ar gourmarc'hadoù, anzavadourien kirri-tan, ajañsoù lojeiz, burevioù gwerzhañ diouzh ar c'hresk [...]

2015
Référence : DISENT p154-155

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux