Un toullad higennoù a gavas, o intalinkañ en deus graet, hag o stagañ a eure war ur gordenn, leogeta a oar, stignañ a raio e gordennad higennoù war an traezh, ha pesked a vo da zibriñ, ur wech an amzer, en ti Izabel.
Eun toullad higennou a gavas, o intalinka (1) an neus grêt, hag o staga a eure war eur gordenn, leogeta a oar, stigna a raio e gordennad higennou war an trêz, ha pesked a vo da zibri, eur wech an amzer, en ti Izabel.