Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Zo bet lakaet ur skor, skoroù outañ d'e zelc'her en e blom pe difiñv. [1925] Skoret, eoriet eo ar vag !

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?

1867
Référence : MGK p141-142

Skoret, eoriet eo ar vag !

1925
Référence : BILZ2 p.110

Skoret ar c’harroñsioù e-tal dor ar vered, sparlet an nor gant ar vugale.

1925
Référence : BILZ2 p.156

An taoliou-mor a yud war ar Vran dismantret. Met tre a zo hag ac’hane n’ec’h aio ket : skoret mat eo eno.

1925
Référence : BILZ2 p.173

O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet. Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all.

1949
Référence : SIZH p.46

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux